Testamant Nevez
An Testamant Nevez zo ul lodenn eus ar Bibl ha ne gaver nemet er Bibl kristen, hag ennañ:
- Oberoù an Ebestel, ma weler Pêr ha Paol o tont da vezañ harozed ar relijion gristen
- an Diskuliadur, skrivet gant Yann, a gemenn fin ar bed.
Taolenn |
Skridoù brezhonek [kemmañ]
Skrid ar Gonideg [kemmañ]
E 1827 e oa bet embannet an droidigezh kentañ eus an Testamant Nevez, troet gant Yann-Frañsez ar Gonideg, war c'houlenn pastored eus Kembre, Thomas Price ha David Jones. Un droidigezh eus ar Bibl en e bezh gant ar Gonideg a voe embannet e 1866, goude e varv. E 1847 e oa embannet un stumm nevez eus an testamant nevez gant ar pastor kembreat John Jenkins, aesoc’h da gompren eget hini ar Gonideg. E vab A. Ll. Jenkins a savas un trede embannadur e 1885 asambles gant Fanch an Uhel.
Skrid Gwilh ar C'hoad [kemmañ]
Un droidigezh a voe graet gant Gwilh ar C'hoad en XIXvet kantved, hag embannet gant Unvaniezh Dreinderian ar Bibl evit ar Vretoned e 1893. Adwelet eo bet ha lakaet e brezhoneg a-vremañ gant Lukaz Bernikod, hag embannet gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev e 2004. [1]
Skridoù Maodez Glanndour [kemmañ]
Embannet eo bet an Testamant Nevez, troet dindan renerezh Maodez Glanndour, gant Al Liamm. Un droidigezh eus ar Bibl en e hed (Testamant Kozh ha Testamant Nevez) zo bet graet gant ar skipailh-se a ziwar an destenn c'hresianek. N'eo ket bet embannet en he fezh avat (un nebeut a zo bet roneoskrivet, evel Habakouk, ha n'eus nemet Izaia hag ar Salmoù a zo bet moulet gant Al Liamm). Seblantout ar ra ar peurrest eus ar Bibl-se bezañ bet dianket abaoe.
An Tour-Tan [kemmañ]
Gant an Tour-Tan eo an Testamant Kozh, troet diwar an hebraeg, a zo bet embannet.
Skrid Minihi Levenez [kemmañ]
E 2002 e oa bet embannet, gant Minihi Levenez, Kelou mad Jezuz or Zalver, an Testamant Nevez, lakaet e brezhoneg gant Pierre Guichou diwar ar gresianeg.
Notennoù [kemmañ]
Lennadurezh e brezhoneg [kemmañ]
- Ar Bibl santel ... diwar ar mammou skrid hebre ha graek ... troet gant Gwilh ar C'hoad. London : Trinitarian Bible Society, 1897.
- Testamant nevez hon aotrou hag hon salver Jezuz-Krist... troet gant Gwilh ar C'hoad. London : Trinitarian Bible Society, 1883.
- Ar Pevar Aviel. Troet gant Maodez Glanndour. Ar Baol : Al Liamm, 1969.
- Oberoù. Lizheroù. Diskuliadur. Troet gant Maodez Glanndour. Ar Baol : Al Liamm, 1971.