Mor Baltel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar Mor Baltel

Ar Mor Baltel, pe ar Mor Baltek, a zo ur mor eus Europa, digor war Mor an Hanternoz ha, drezañ, war ar Meurvor Atlantel, dre strizhioù-mor Kattegat ha Skagerrak. En-dro d’ar Mor Baltel e kaver ar broioù-mañ (en ul loc’hañ eus ledenez Skandinavia): Sveden, Finland, Rusia (rannvro Sant Petersbourg), Estonia, Latvia, Lituania, Rusia (rannvro Kaliningrad), Polonia, Alamagn, Danmark.

Douaroniezh[kemmañ]

En em astenn a ra ar mor war ur gorread a 432 800 km², ha div ledennad dour vras a sank en douaroù, en hanternoz : pleg-mor Finland, etre ar vro-mañ hag Estonia, ha pleg-mor Botnia, etre aod reter Sveden hag aod kornôg Finland. N’eo ket don ar Mor Baltel, ma vez keñveriet gant morioù all (57 metr donder well-wazh, 459 m en e zonañ en hanternoz enez Gotland). Abalamour da se ha peogwir eo strizh an tremen war-zu Mor an Hanternoz, e chom an hevelep dour eno e-pad pell, ar pezh ne ra nemet gwashaat ar c’hudennoù saotradur. E-keñver douarouriezh n’eo ket gwall gozh ar Mor Baltel : stummet e oa bet er c’hwec’hvet milved a-raok J.K.

N’eo ket gwall sall dour ar Mor Baltel, e-skoaz morioù all. Meur a abeg a zo d’an dra-se : abalamour d’an hin n’a ket an dour da ziaezhennañ buan, kalz stêrioù a ziskarg o dour dous er mor ha, gant ar strizh m’eo an tremen war-zu Mor an Hanternoz, ne vez ket mesket dour disall a-walc’h ar Mor Baltel gant dour salloc’h ar Meurvor Atlantel. Ar sallder izel eus an dour mor eno a zispleg perak e vez spesadoù plant ha loened disheñvel a-walc’h diouzh ar re a gaver e morioù all. Displegañ a ra ivez perak e vez skornet ul lodenn vat eus ar Mor Baltel e-pad ar goañv. War-dro an hanter eus gorread ar mor, well-wazh, a vez goloet gant skorn e-pad ar goañv. Al lodennoù norshañ (Pleg-mor Botnia, Pleg-mor Finland) eo a vez skornet dreist-holl, met goañvezhioù zo ez eus bet gwelet skorn betek war aodoù reter Danmark.

Anvioù[kemmañ]

Cheñch a ra anv ar mor-mañ hervez ar yezhoù :

Inizi pennañ[kemmañ]

Kalz inizi a zo er Mor Baltel. E-touez ar re vrasañ anezho e c’heller menegiñ ar re-mañ :

Kêrioù bras[kemmañ]

Setu amañ ar c’hêrioù pennañ a gaver en arvor, renket adalek an hini vrasañ :

  • Sant Petersbourg (Rusia), 4 700 000 annezad
  • Rīga (Latvia), 760 000 annezad
  • Stockholm (Sveden), 743 703 annezad (en tolpad kêrioù, 1 823 210 den)
  • Helsinki (Finland), 559 716 annezad (en tolpad kêrioù, 980 000 den)
  • Gdańsk (Polonia), 462 700 annezad
  • Szczecin (Polonia), 413 600 annezad
  • Tallinn (Estonia), 401 774 annezad
  • Kaliningrad (Rusia), 400 000 annezad
  • Malmö (Sveden), 259 579 annezad
  • Gdynia (Polonia), 255 600 annezad
  • Kiel (Alamagn), 250 000 annezad
  • Lübeck (Alamagn), 216 100 annezad
  • Rostock (Alamagn), 212 700 annezad
  • Klaipėda (Lituania), 194 400 annezad
  • Turku (Finland) 175 000 annezad

Porzhioù bras all :

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.