Finland

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Suomen tasavalta (finneg)
Republiken Finland (svedeg)
Banniel Finland Skoed Ardamez Finland
(Banniel Finland) (Skoed Ardamez)
Lec’hiadur Finland
Yezhoù ofisiel Finneg, Svedeg
Kêr-benn Helsinki (Helsingfors)
Statud politikel Republik demokratel
Prezidant Sauli Niinistö
Kentañ Ministr Alexander Stubb
Gorread
-En holl
-% dour

338 144 km²
9,4%
Poblañs
- 2005 war-dro
- Stankter ar boblañs

5 249 034
17,1/km²
Moneiz Euro
Kan broadel Maamme/Vårt land
Devezh ar vro 6 a viz Kerzu
Kod war ar Genrouedad .fi
Kod pellgomz 358

Ur vro eus hanternoz Europa eo Finland (e finneg Suomi; e svedeg Finland), ent-hir Republik Finland (Suomen tasavalta, Republiken Finland). Riblennet eo gant ar Mor Baltel er mervent, gant pleg-mor Finland er su-gevred ha pleg-mor Botnia er c’hornôg. Harzoù douar he deus Finland gant Sveden er gwalarn, gant Norvegia en hanternoz-tre ha gant Rusia er reter. Emañ an inizi Åland, er mervent, dindan riegezh Finland, met inizi emren int. Div yezh ofisiel zo er vro, rak meur a dakad eus an arvor zo poblet gant svedegerien.

Istor[kemmañ]

Liammet-strizh eo bet Finland gant Rouantelezh Sveden adalek an XIIvet kantved betek 1808. Er bloavezh-se e voe aloubet gant armeoù an impalaer rusian Aleksandr I.

Dindan dalc’h Rusia e oa un dugelezh veur eus Finland, un dugelezh vras liammet ouzh kurunenn an impalaer betek dibenn 1917. En amzer-se, en XIXvet kantved, e krogas emsav broadel Finland : e 1835 e voe embannet ar c’h-Kalevala, un doare « Barzhaz Finland » ; e 1892 e voe roet d’ar finneg statud ur yezh par d’ar svedeg.

D’ar 6 a viz Kerzu 1917, nebeut amzer goude an dispac'h bolchevik e Rusia, e voe embannet dizalc’hiezh Finland. Ur brezel diabarzh a zeuas da c’houde, etre ar Re ruz, harpet gant ar galloud rusian nevez, hag ar Re wenn, skoazellet gant Impalaeriezh Alamagn. Anavezet e voe dizalc’hiezh ar vro gant Emglev Tartu e 1920 ha resisaet e voe gant an emglev-se petra e oa an harzoù etre Finland ha Rusia. E-pad an Eil brezel bed, koulskoude, e voe adaloubet Finland gant armeoù an Unaniezh Soviedel, dre ziv wech, ur wech kentañ e 19391940 hag un eil gwech e-pad 19411944. An eil gwech-se e voe skoazellet Finland gant Alamagn.

Gant an emglevioù peoc’h a voe sinet goude an Eil brezel bed, e 1947 ha 1948, e voe resisaet adarre ar vevenn etre Rusia ha Finland ha lamet e voe un tamm bras eus Karelia digant Finland. Goude se e teuas Finland da vezañ ur vro neptu, liammet ouzh an Unaniezh Soviedel gant un Emglev kenlabour ha kenskoazell. Goude ar bloavezhioù a reuz hag a freuz a oa bet gouzañvet gant ar vro, ez eas he stad war wellaat buan ha kreskiñ a reas he finvidigezh, diwar skouer broioù all Skandinavia. E 1995 e teuas e-barzh Unaniezh Europa.

Plasenn ar Sened hag Iliz-veur luterat Helsinki

Gouarnamant ha politikerezh[kemmañ]

Ur republik demokratel eo Finland. Un tamm galloud zo gant prezidant ar Republik, dreist-holl war dachenn an darempredoù etrebroadel. Met ar braz eus ar galloud zo gant ar gouarnamant, renet gant ur c’hentañ ministr zo dibabet gant ar parlamant.

E Parlamant Finland (Eduskunta e finneg pe "Riksdag" e svedeg) n’eus nemet ur gambr, enni 200 kannad dilennet evit pevar bloaz gant ar mouezhiañ kenfeuriek.

E 1906 e oa bet savet ar parlamant-se pa oa bet degaset ar mouezhiañ hollek (paotred ha merc’hed) en amzer ma oa Finland un dugelezh vras stag ouzh Rusia. Merc’hed Finland a voe ar re gentañ gant ar gwir da votiñ en Europa. Abaoe an amzer-se eo bet renet Finland gant tri strollad politikel bras : strollad ar c’hreiz (Keskusta, KESK), strollad ar virourien (Kansallinen Kokoomus, KOK) hag ar strollad sokial-demokratel (Suomen Sosiaalidemokraattinen Puolue, SDP). Strolladoù bihanoc’h zo ivez evel Emglev an tu kleiz (Vasemmistoliitto, VAS), savet e-lec’h ar strollad komunour, ar Re C’hlas (Vihreä Liitto, VIHR), ha strollad ar svedegerien (Svenska Folkpartiet, SFP). Merket don eo bet buhez politikel ar vro gant an enebiezh etre an enepkomunourien hag an tu kleiz, ha gant pouez an Unaniezh Soviedel e-kichen.

Rannoù melestradurel[kemmañ]

Proviñsoù Finland

Betek 2009 e oa rannet Finland e 6 proviñs (e finneg lääni, hag el liester läänit)

  1. Finland ar Su (Hämeenlinna)
  2. Finland ar C'hornôg (Turku)
  3. Finland ar Reter (Mikkeli)
  4. Oulu (Oulu)
  5. Laponia (Rovaniemi)
  6. Inizi Åland (Mariehamn)

Rannvroioù[kemmañ]

Abaoe 1997 eo rannet Finland e 19 rannvro, tostoc'h da vuhez an dud, d'an istor ha d'ar sevenadur, ha d'ar proviñsoù kozh kentañ. Rannet int e 74 isrannvro, a gaver enno 432 gumun :

Skoed-ardamez E brezhoneg E finneg e svedeg Kêr-benn Kartenn
Laponia Laponia Lappi Lappland Rovaniemi
Rannvroioù Finland
(harzoù ar proviñsoù gant liv gris)
Norzh-Ostrobotnia Norzh-Ostrobotnia Pohjois-Pohjanmaa Norra Österbotten Oulu
Kainuu Kainuu Kainuu Kajanaland Kajaani
Norzh-Karelia Norzh-Karelia Pohjois-Karjala Norra Karelen Joensuu
Norzh-Savonia Norzh-Savonia Pohjois-Savo Norra Savolax Kuopio
Su-Savonia Su-Savonia Etelä-Savo Södra Savolax Mikkeli
Su-Ostrobotnia Su-Ostrobotnia Etelä-Pohjanmaa Södra Österbotten Seinäjoki
Kreiz-Ostrobothnia Kreiz-Ostrobotnia Keski-Pohjanmaa Mellersta Österbotten Kokkola
Ostrobotnia Ostrobotnia Pohjanmaa Österbotten Vaasa
Pirkanmaa Pirkanmaa Pirkanmaa Birkaland Tampere
Kreiz-Finland Kreiz-Finland Keski-Suomi Mellersta Finland Jyväskylä
Satakunta Satakunta Satakunta Satakunda Pori
Finland Dik Finland Dik Varsinais-Suomi Egentliga Finland Turku
Su-Karelia Su-Karelia Etelä-Karjala Södra Karelen Lappeenranta
Päijänne Tavastia Päijät-Häme Päijät-Häme Päijänne Tavastland Lahti
Tavastia Dik Tavastia Dik Kanta-Häme Egentliga Tavastland Hämeenlinna
Uusimaa Uusimaa Uusimaa Nyland Helsinki
Kymenlaakso Kymenlaakso Kymenlaakso Kymmenedalen Kotka, Kouvola
Åland Åland[1] Ahvenanmaa Åland Mariehamn

Douaroniezh[kemmañ]

Lesanvet eo Finland bro ar c'hant mil lenn. E gwirionez ez eus 187 888 anezho, ha 179 584 enezenn. Unan eus al lennoù-se, al lenn Saimaa, eo ar pempvet lenn vrasañ en Europa. Kompez eo ar vro gant un nebeud uhelennoù. 1 328 m eo ar menez uhelañ, menez Haltitunturi ; e norzh pellañ ar vro emañ, war harzoù Norvegia, en ur c’hornad lesanvet "Alpoù Skandinavia". Goloet eo ar braz eus ar vro gant koadeier (war-dro 68% eus gorread Finland) ha n’eus ket kalz a zouaroù labouret. Kalz eus an inizi evel an inizi Åland hag enezeg Turku zo lec’hiet er mervent d’ar vro.

Un hinad kerreizh norzhel a ren e kreisteiz ar vro. En hanternoz, ha dreist-holl e Laponia, e ren un hinad isarktikel, ma vez yen ha garv ar goañv.

Ur c’hard eus ar vro en em gav en norzh da Gelc'h Arktika. El lodenn-se eus ar vro neuze e weler heol hanternoz e-pad meur a sizhun, ha seul belloc’h e vezer en norzh seul hiroc'h ar prantad ma vez gwelet. E penn norshañ Finland ned a ket an heol da guzh e-pad 73 devezh en hañv, ha noz e vez e-pad ar goañv e-pad 51 devezh.

Armerzh[kemmañ]

Ur vro binvidik eo Finland, gant ur greanterezh diorroet-kenañ, un armerzh kevalaour hag ur c’henderc’h dre zen heñvel ouzh hini ar Rouantelezh Unanet, Frañs pe Italia. Uhel eo ar barr bevañ. Diazezet eo ar greanterezh war labour ar c’hoad, ar metaloù, ar pellgehentiñ (ar merk Nokia) hag an elektronegezh. An ezporzhiadurioù a ya d’ober un drederenn eus ar c’henderc’h diabarzh kriz (KDK). Emañ Finland e dalc’h enporzhiadurioù niverus, pe e vefe evit an danvez krai, estreget ar c’hoad ha metaloù zo, pe e vefe evit traezoù oberiet.

Gant an hinad a zo er vro, n’eo ket diorroet al labour-douar ha ne vez gounezet nemet ar pep diazez evit magañ an annezidi. Ur plas bras a zo gant ar c’hoataerezh : gounit gwez evit an ezporzhiañ a ya d’ober un advicher spletus evit an dud diwar ar maez. Abaoe un nebeud bloavezhioù eo enframmet muioc’h-mui armerzh Finland en hini Europa ar c’hornôg : emañ Finland e-touez an 11 stad eus Europa o deus degemeret an euro.

Poblañs[kemmañ]

Helsinki eo ar gêr-benn, gant un hanter milion a dud o chom enni. En-dro d’ar gêr-benn e kaver kêrioù bras all evel Espoo pe Vantaa. Kêrioù bras all eus ar vro a zo enno tremen kant mil den : Tampere, Turku hag Oulu.

Div yezh ofisiel a zo e Finland : ar finneg (suomi), a vez kaozeet gant 91,9% eus an annezidi da yezh kentañ hag ar svedeg (svenska), a vez komzet gant 5,5% eus an dud. En arvor hag en inizi Åland emañ ar svedegerien-se o chom. E Laponia e kaver ivez war-dro 7 000 den hag a gomz samieg.

Ouzhpenn se ez eus ivez un nebeud rusianegerien, tataregerien pe estonegerien.

Hervez ur studiadenn eus 2004, an darn vrasañ eus tud Finland (83,8%) a zo Luterianed hag un niver bihan anezho (1,1%) a zo ortodoksed. Anavezet eo an div iliz-se, luterain hag ortodoks, gant ar stad. Ar peurrest eus an dud a heuilh relijionoù all, kredennoù protestant (estreget al luteraniezh), yuzevegezh, islam, pe c’hoazh n’o deus relijion ebet.

Abaoe ar brezelioù a zo bet gouzañvet gant Finland, ha dreist-holl abaoe an Eil brezel bed, ez eus deuet kemmoù bras er boblañs. Goude ur prantad ma oa bet tud o tont eus Karelia da repuiñ e rannvroioù all Finland, e voe kalz tud o kuitaat ar vro abalamour ma oant diskredik e c’hellje adsevel ha bleuniañ e-skeud an Unaniezh Soviedel goude ar brezelioù. Padout a reas an divroañ-se betek ar bloavezhioù 1970. Hag er bloavezhioù 1990 e krogas Finland, evel broioù all Skandinavia, da zegemer tud hag a zeue diouzh broioù an ez-Unaniezh Soviedel.

Renk Finland er bed[kemmañ]

  • Evit a sell frankiz ar c'helaouiñ hag ar gazetennerien e oa Finland da gentañ er bed (war 180) er bloaz 2014 (hag abaoe 2008), hervez Reporters sans frontières[2].

Tud brudet[kemmañ]

Levrlennadur[kemmañ]

Al Liamm niv. 229, Meurzh-Ebrel 1985, niverenn ispisial diwar-benn Finland

Liammoù diavaez[kemmañ]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ]

  1. Ur rannvro emren eo
  2. (fr) [1]

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.