Rouantelezh-Unanet

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
United Kingdom of Great Britain and Northern Ireland 1
Banniel ar Rouantelezh-Unanet Ardamezioù ar R-U
(Banniel ar Rouantelezh-Unanet) (Ardamezioù ar Rouantelezh-Unanet)
LocationUnitedKingdom.png
Kan broadel God Save the Queen
Yezh kefridiel hini ebet
(Anavezet eo ar yezhoù-mañ: Saozneg, Kembraeg, Iwerzhoneg, Gouezeleg Skos, Kerneveureg, Skoteg
Kêr-benn Londrez
Gorread
-En holl
-% dour

244,820 km²
1.34%
Poblañs
-Hollad
-Stankder ar boblañs

59 834 900 (2004)
246.5/km²
Rouanez Elizabeth II
Kentañ Maodiern David Cameron
Moneiz Pound (lur) Sterling (£)
Kod pellgomz 44
Kod war ar Genrouedad .uk
(1) Roll stummoù kefridiel anv ar vro e yezhoù rannvroel Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon:
  • Teyrnas Unedig Prydain Fawr a Gogledd Iwerddon (Kembraeg)
  • An Rìoghachd Aonaichte na Breatainn Mhòr agus Eirinn a Tuath (Gouezeleg Skos)
  • Ríocht Aontaithe na Breataine Móire agus Tuaisceart na hÉireann (Iwerzhoneg)
  • Rywvaneth Unys Breten Veur ha Kledhbarth Iwerdhon (Kerneveureg)
  • Unitit Kinrick o Great Breetain an Northren Ireland (Skoteg)

Ar Rouantelezh-Unanet, zo Rouantelezh-Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon stumm hir hec’h anv, zo ur Stad europat dizalc’h bet krouet e 1801. Ar Stad-se a ya Breizh-Veur, Bro-Saoz, Skos, Kembre ha Norzhiwerzhon d’hec’h ober. An darn vrasañ eus he ziriad zo nepell diouzh aodoù gwalarn ar c’hevandir europat ha tro-dro dezhi emañ Mor an Hanternoz, Mor Breizh hag ar Meurvor Atlantel. Ar menez Beinn Nibheis (1 343 m) eo ar beg uhelañ anezhi. E Skos emañ.

Notenn : arabat droukkemer ar Rouantelezh-Unanet evit Bro-Saoz, unan eus ar broadoù a ya d’hec’h ober, na gant Breizh-Veur, an enezenn bennañ.

Istor[kemmañ]

Pennad dre ar munud : Istor ar Rouantelezh-Unanet

Ensavadurioù[kemmañ]

Daoust d’ar pezh a greder alies he deus ar Rouantelezh-Unanet ur Vonreizh. Hogen n’eo ket-hi e stumm un dastumad berr ha kempoell a velladoù, evel ma voe eskoret diwar preder Filozoferion c’hall (Montesquieu pergen) an XVIIIvet kanved, hag evel m’emañ al lodenn vrasañ eus ar Bonreizhoù hiziv an deiz er bed. C’hoarvezout a ra eus lies testennoù embannet a-hed an Istor (Karta Veur e 1215, Disklêriadur ar Gwirioù e 1689…)

Un Unpenniezh daelel eo ar Rouantelezh-Unanet : Ur roue pe ur rouanez eo Penn ar Stad. Hogen arouezius pe lidel eo e “c’halloudoù”. An Tevezeg, dezhañ da anv “Kentañ Maodiern” (Prime Minister), eo e gwirionez rener gwerc’hel ar Galloud-Erounid. Emañ e penn ar Gouarnamant, hag anvet eo bepred d’ar stael-se, gant an Unpenn, bleiniad ar Strollad politikel aet gantañ an trec’h da vouezhiadeg ziwezhañ da Di ar C’humunioù.

Divgambrek eo an Dael vreizhvreurat : c’hoarvezout a ra eus Ti ar C’humunioù, dilennet d’ar mouezhiañ hollek evit 5 bloaz, ha Ti an Arlozed, a orin vrientinek

Teir reizhiad lezennoù diforc’h he deus ar Rouantelezh-Unanet : al Lezenn saoz (« English Law »), a vez lakaet da dalvezout e Bro-Saoz hag e Kembre, al Lezenn norzhiwerzhonat (« Northern Ireland law ») evit Norzhiwerzhon hag al Lezenn skosat, ur reizhiad hiron diazezet war pennaennoù ar c’hommon laws hag ar civil laws, evit Skos. Gwarantiñ a ra an Akta Unaniezh , bet sinet e 1707, reizhiad al lezennoù distag evit Skos.

Ti an Arlozed eo al lez uhelañ evit barn ar vuntrerien hag an dorfedourien e Bro-Saoz, Kembre ha Norzhiwerzhon hag evit barn an dorfedourien hepken e Skos. Kemmoù zo bet degaset nevez zo er vonreizh hag e-se e vo treuzkaset galloudoù Ti an Arlozed da Lez uhelañ ar Rouantelezh-Unanet.

Strolladoù politikel[kemmañ]

Pennad dre ar munud : Politikerezh ar Rouantelezh-Unanet

Daoustrolladek eo reizhiad daelel Breizh-Veur : daou strollad pennañ a zeu lerc’h-ouzh-lerc’h da embreger ar galloud :

Ouzhpenn an daou strollad-se ez eus c’hoazh –hep kontañ strolladoù arbennik Kernev-Veur, Kembre, Manav, Skos hag Iwerzhon an Norzh– strolladoù ha n’eo ket dister o levezon:

Lec'hiadur en darempredoù etrebroadel[kemmañ]

Ezel eo ar Rouantelezh-Unanet eus NATO, Unaniezh Europa, Kuzul Europa, ar G8, ABU, an AFNA, ar C’hommonwealth hag AESD. Ur riez gant ar galloud derc'hanel eo hag ivez ur galloud milourel kreñv p'eo bet gouest da zelc'her penn ouzh Alamagn nazi e 1940-1945 ha da gas meur a rejimant da vrezelioù Irak e 1991 ha 2003.

Levezon vras he deus ar Rouantelezh-Unanet, bet an Impalaerezh vreizhveuriat bras-divent gwechall, er bed a-bezh dre ma vez komzet saozneg e meur a vro dreist-holl ha dre m’he deus darempredoù start gant Stadoù-Unanet Amerika.


Adrannoù[kemmañ]

Pennad dre ar munud : Adrannoù ar Rouantelezh-Unanet

Peder rann a ya d’ober ar Rouantelezh-Unanet. Alies e vez graet « Home nations » (broadoù orin) pe broioù bonreizhañ anezho. Rannet e vez pep broad gant ar gouarnamantoù lec’hel. Envel a ra ar Rouanez ul Letanant-Lord evit dileuriañ anezhi en takadoù diforc’h dibar a-dreuz ar Rouantelezh. En daolenn amañ dindan e teskriver buan ar peder bro vonreizhañ :

Banniel Bro Kêr-benn Poblañs Gorread
Flag of England.svg Bro-Saoz Londrez 50 560 400 126 832 km²
Flag of Scotland.svg Skos Dinedin 5,062,000 88,782 km²
Flag of Wales 2.svg Kembre Kerdiz 2,950,000 20,779 km²
Norzhiwerzhon Béal Feirste 1,685,000 13,843 km²
Flag of Cornwall.svg Kernev-Veur Truru 531,600 3,563 km²

Notenn: An tiriadoù tramor zo anezho tiriadoù dindan aotrouniezh ha dindan reolerezh furmel ar Rouantelezh Unanet met ned eont ket d’ober ul lodenn eus ar Rouantelezh da lavaret mat.

Enez Vanav, beliezh Jerzenez ha beliezh Gwernenez n’int ket lodenn eus ar Rouantelezh-Unanet ; bez’ emaint e dalc’h ar Gurunenn Saoz.

Douaroniezh[kemmañ]

Pennad dre ar munud : Douaroniezh ar Rouantelezh Unanet

An darn vrasañ eus Bro-Saoz zo, evit gwir, ur bladenn n’eo ket gwall uhel hag a zo rannet a reter da gornôg gant un takad meneziekoc’h. An Thames (346 km) hag ar stêr Severn (354 km) eo an div stêr bennañ eus ar Rouantelezh. Stêr hirañ ar Rouantelezh eo ar stêr Severn. E-kichenik Dover emañ ar riboul dindan Mor Breizh a liamm Breizh-Veur ouzh Frañs. N’eus ket a uhelennoù ouzhpenn 1000 m e Bro-Saoz. Ar Scafell Pike, dezhañ 978 m a uhelder, eo ar beg uhelañ eu Bro-Saoz. El Lake District, e Cambria emañ.

Liesseurt eo douaroniezh Skos, gant lowlands er su ha highlands en norzh hag er c’hornôg. Ar menez Beinn Nibheis (1 343 m) eo al lec’h uhelañ war un dro eus Skos hag eus ar Rouantelezh-Unanet. Brec’hioù hir ha don a sank en he douaroù. Tost da 800 enezenn zo e Skos. An darn vrasañ anezho zo e kornôg hag e norzh ar vro. En o zouez emañ an inizi Gall, Inizi Orc'h hag inizi Sealtainn . Daoust m’eo Dinedin (Edimbourg) kêr-benn Skos, ur gêr binvidik an istor hag ar savouriezh anezhi, ez eo Glaschu (Glasgow) ar gêr bennañ eus ar vro.

Kembre (Cymru e kembraeg) zo anezhi ur vro zo stank ar menezioù enni. Yr Wyddfa (Snowdon) ( 1085 m) eo ar beg uhelañ anezhi. Caerdydd (Kêrdiz), ur gêr e su ar vro, zo kêr-benn Kembre abaoe 1955. Emañ an darn vrasañ eus an dud o chom e su Kembre, dreist-holl er c’hêrioù a-seurt gant Abertawe (Swansea), Casnewydd (Newport) pe Caerdydd. Wrecsam eo ar gêr vrasañ en norzh.

Northizerwhon zo anezhi ur vro zo stank an torgennoù enni. Ar c’hêrioù pennañ zo Béal Feirste (Belfast), Doire (Derry pe "Londonderry") hag Ard Mhacha (Armagh). Ar broviñs-se a ya d’ober ul lodenn eus ar Rouantelezh-Unanet. Loch nEathach (Lough Neagh) (388 km²) eo al lenn vrasañ eus an inizi breizhveuriat. Al lenn zo war-dro 30 kilometr er mervent da Véal Feirste. Sliabh Dónairt (Slive Donard) (849 m) eo ar beg uhelañ eus Norzhiwerzhon.

Soñjal a reer ez eus war-dro 1 000 enezenn er Rouantelezh-Unanet ; 700 anezho zo e Skos. Naturel eo an darn vrasañ eus an inizi-se ; lod anezho avat zo bet krouet gant Mab-den war-bouez mein ha koad.

Evit keñveriañ, gorread ar Rouantelezh-Unanet zo ken bras pe dost eus gorreadoù Roumania, Ecuador, Ghana hag eus gorread Ouganda zoken.

Armerzh[kemmañ]

Pennad dre ar munud : Armerzh ar Rouantelezh-Unanet

Dioreet-mat eo an trede gennad, ar c'henwerzh pergen, gant chadennoù gourmarc'hadoù ledet-mat dre ar vro, evel Tesco, Sainsbury's, Asda ha Morrisons.

Poblañsouriezh[kemmañ]

Pennad dre ar munud: Poblañsouriezh ar Rouantelezh-Unanet

Emdroadur ar boblañsouriezh etre 1961 ha 2003 (sifroù gant FAO, 2005). Poblañs e milieroù a dud.

Sevenadur[kemmañ]

Pennad dre ar munud: Sevenadur ar Rouantelez Unanet

Ar yezhoù rannvroel anavezet zo :

En o frankiz emañ ar melestradurioù lec’hel da implijout yezhoù an enbroidi pe yezhoù all dibabet ganto ha diouzh an dud zo o chom en o fastell-vro.

Gouelioù ha deizioù-gouel
Deiziad Anv brezhonek Anv saozneg Evezhiadennoù
1 Genver Deiz kentañ ar bloaz New Year's Day Un deiz-gouel eo deiz kentañ ar bloaz e pep lec’h
2 Genver Eil devezh kentañ ar bloaz January 2nd Holiday E Skos hepken ez eo an eil deiz kentañ ar bloaz un deiz-gouel.
17 Meurzh Sant Padrig St Patrick's Day Deiz-gouel e Norzhiwerzhon hepken
Deiz gouel Pask a lider d’ar Sul kentañ goude loargann ar gedez nevezamzer.
Gwener a-raok Sul-Fask.
Gwener-ar-Groaz Good Friday Kroazstagadenn Jezuz-Krist
Lun goude Sul Fask. Lun Fask Easter Monday Dasorc’hidigezh Jezuz-Krist (ne vez ket lidet e Skos)
Lun kentañ eus miz Mae 1 Mae May Day Lidañ a reer anezhañ d’ar 1a viz Mae da gustum.
Lun diwezhañ eus miz Mae pe Lun kentañ eus miz Mezheven Deiz-gouel an nevezamzer Spring Bank Holiday Lun ar Pantekost da gustum
12 Gouere Emgann ar Bóinn Battle of the Boyne / Orangemen's Holiday Deiz-gouel (e Norzhiwerzhon hepken)
Lun kentañ eus miz Eost Deiz-gouel an hañv Summer Bank Holiday Deiz hengounel (e Skos hepken)
Lun diwezhañ eus miz Eost Deiz diwezhañ an hañv Summer Bank Holiday Deiz hengounel (e pep lec’h nemet e Skos)
25 Kerzu Nedeleg Christmas Day Ganedigezh Jezuz-Krist
26 Kerzu An deiz goude Nedeleg Boxing Day

Mediaoù[kemmañ]

Ar BBC, er Rouantelezh-Unanet, a bled war un dro gant ar Skinwel hag ar Skingomz. Ristennoù all zo koulskoude, evel ITV pe Channel 4 evit ar skinwel, pe meur a ristenn brevez evit ar skingomz.

Kelaouennoù pennañ ar Rouantelezh-Unanet zo The Times ha The Guardian.

Pellgehenterezh[kemmañ]

Gant ar Royal Mail e vez diogelet eskemm al lizhiri. British Telecom zo an aozadur fiziet ennañ al liammoù pellgomz.

Kehentiñ[kemmañ]

Fonnus eo reizhiad an hentoù ha gourhentoù, kreizennet e meur a geñver en-dro da Londrez. Abaoe prevesadur British Rail ez eo meret an hentoù-houarn gant meur a embregerezh. British Airways eo kompagnunezh bennañ an aerlinennoù.

Anvioù kefridiel[kemmañ]

  • United Kingdom of Great Britain and Northern Ireland (saozneg)

Karta Europa ar yezhoù rannvro pe bihanniver a anavez ar c’hembraeg, ar skoseg, an iwerzhoneg, ar c’herneveureg hag ar skoteg evel yezhoù rannvroel ar Rouantelezh-Unanet hag an anvioù kefridiel zo roet dezho zo :

  • Teyrnas Unedig Prydain Fawr a Gogledd Iwerddon (kembraeg)
  • An Rìoghachd Aonaichte na Breatainn Mhòr agus Eirinn a Tuath (skoseg)
  • Ríocht Aontaithe na Breataine Móire agus Thuaisceart Éireann (iwerzhoneg)
  • An Rywvaneth Unys a Vreten Veur hag Iwerdhon Glédh (kerneveureg)
  • Unitit Kinrick o Great Breetain an Northren Ireland (skoteg)

Liammoù diavaez[kemmañ]