Pellgomz

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ur pellgomzer eus tro ar bloavezhioù 1940

Ar pellgomz, a vez graet telefon anezhañ ivez, ger degemeret en ur bern yezhoù (eus ar gregaj τῆλε, tēle, "pell" ha φωνή, phōnē, "mouezh"), a zo un ijin pellgehentiñ hag a c'hall resev pe kas sonioù, mouezhioù tud peurgetket. Dre vras e servij da zaou zen da gomz an eil gant egile p’emaint pell pe belloc'h, miliadoù a gilometradoù a-wechoù. Hiziv an deiz eo unan eus ar binvioù a vez implijet ar muiañ er vuhez vodern.

Pa vez anv eus ar benveg e reer ivez gant ar ger pellgomzer. Pep pellgomzer en deus ur mikrofon evit komz, ur selaouell evit klevet, peadra da seniñ pe da reiñ da c'houzout evit diskouez e vez un den o klask pellgomz, hag un douchennaoueg evit ober an niverenn bellgomz a-benn tizhout an den a venner komz gantañ. Evit gallout kehentiñ e oa ret tremen dre orjal gwechall, bremañ e c'haller tremen ivez dre wagennoù radio. Pep linenn bellgomz he deus un niverenn disheñvel.

Istor[kemmañ]

Dre vras e vez lakaet ar pellgomz da vezañ bet ijinet er bloaz 1876 gant Alexander Graham Bell, anezhañ ur Skosad hag a oa o vevañ er Stadoù-Unanet. Un toullad bloavezhioù a-raok koulskoude, e 1857, e oa bet ijinet ur benveg damheñvel gant un Italian aet d'ar Stadoù-Unanet da chom, Antonio Meucci. Savet en doa an "teletrofono" evit gallout komz gant e wreg a veze klañv war he gwele evit gallout mont e darempred ganti pa veze-eñ o labourat. Bell eo bet an den kentañ o vrevetiñ e ijinadenn.


Gwelet ivez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.