Naziegezh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Naziegezh
Nazi Swastika.svg
Aozadurioù Nazi
Strollad Nazi
Sturmabteilung
Schutzstaffel
Yaouankizoù Hitlerian
Naziegezh en istor
Kronologiezh deroù an Naziegezh
Kerzh Hitler d'ar galloud
Bro-Alamagn nazi
Nozvezh ar C'hontilli Hir
Kendalc'h Nürnberg
Nozvezh kristal
Loskaberzh
Prosezioù Nuremberg
Ez-Nazied ha Neonaziegezh
Ideologiezh Nazi
Naziegezh ha gouenn
Gleichschaltung
Kredennoù politikel Hitler
Programm nazi
Kevrinegezh nazi
Propaganda Nazi
Tisavouriezh Nazi
Mein Kampf
Luskad Völkisch
Naziegezh ha gouenn
Naziegezh ha Gouenn
Politikerezh gouennel Alamagn nazi
Eugenouriezh nazi
Prosez ar vezeien
Mezeien nazi
Arnodennoù nazi war an dud
Naziegezh ha Relijion
Prosezioù Nürnberg
Strolladoù politikel ha luskadoù nazi e diavaez Bro-Alamagn
Parti national social chrétien
German American Bund
Nasjonal Samling
Nationaal-Socialistische Beweging
National Socialist Bloc
National Socialist League
Sujedoù liammet
Geriaoueg an Trede Reich
Neonaziegezh
Listennoù
renerien ha pennadurezhioù ar strollad nazi
Levrioù Adolf Hitler
prezegennoù Adolf Hitler
SSed
Nazied vev
Nazied kozh bet kreñv o levezon goude 1945
Porched ar politikerezh   g  ka  ke 

An Naziegezh eo ideologiezh faskour ar "Strollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman" (Nationalsozialistische Deutsche Arbeiterpartei, anvet ivez NSDAP pe ar Strollad Nazi ), a oa renet gant e Führer (pe rener), Adolf Hitler.


Alies e vez kaoz eus naziegezh pa reer meneg eus gouarnamant Alamagn etre 1933 ha 1945 (komz a reer ivez neuze eus an Trede Reich). Dont a ra an anv eus an alamaneg Nationalsozialismus, NS e berr a-wechoù ). An dud a save a-du gant an ideologiezh nazi a grede er gouennoù hag a soñje dezho e oa ar ouenn arian dreist an holl ouennoù all.


Kreizennadur ar strollad[kemmañ]

Ar swastika: arouez an Trede Reich nazi

N'eus bet morse, e strollad Hitler, ur gelennadurezh resis diazezet war ar skiant, evel ma'z eo bet hini Karl Marx, hag e heulierion holl, Lenin, Stalin, Trotski, Pol Pot, Mao hag all.

E-barzh oberenn Hitler, "Mein Kampf" ("Ma stourm"), e kaver dreist-holl sorc'hennoù n'eus forzh peseurt riezelour dehouelour, penn-da-benn da Europa, ha ne oant ket tezennoù skiantel (pe vrizh-skiantel) eztaolet fraezh, evel maz eo bepred er c'hontrol kredennoù ar stourmerion dianc'hwegonteizhat a ra dave da istor an emsav marksat abaoe 150 vloaz.

Klask a rae Alfred Rosenberg bezañ lakaet da bennideologour an NSDAP er bloavezhioù 1930, met graet e oa goap anezhañ gant ar pennoù bras nazi all, dreist-holl gant Goebbels.

N'eus ket bet evit gwir a strolladoù naziat ereet kenetrezo en ur framm politikel kreizennet, evel ma oa ar strolladoù komunour dre ar bed d'ur mare.

Diazezet e oa ideologiezh an NSDAP war ar poentoù-mañ:

  • "Blut und Boden" ("Gwad ha douar" ): gouennelouriezh hag aloubiñ broioù amezek
  • "Volksgemeinschaft" ("Kumuniezh ar bobl a-bezh"): lakaat fin dre nerzh d'an holl stourmoù politikel ha klasel
  • "Rassenkampf" ("Stourm gouennel"): enepyuzevegezh hag enepslavegezh dreist-holl, met ivez diouennañ an dud siet ("Eutanaziezh T-4") hag an dud heñvelrevel
  • "Führerstaat" ("Stad sturierezhel"): diktatouriezh hollek un den, d.l.e. Hitler

Koulskoude e oa divizet ul lodenn vras eus politikerezh ar gouarnamant nazi en un doare ad-hoc, hag alies a-walc'h e veze tabutoù hiniennel etre pennoù bras an Trede Reich.

Levrlennadurezh[kemmañ]

  • Hannah Arendt, Totalitarianism. Pe L'Origine du totalitarisme.
  • Ian Kershaw, Qu'est-ce que le nazisme ?. En dastumad Folio histoire. Adembannet e 2003