Suafrika

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Confusion colour.svgAr pennad-mañ a denn d'ar stad anvet Republik Suafrika. Evit rann su kevandir Afrika, gwelet Afrika ar su.

Republik Suafrika
Banniel Suafrika Ardamezioù Suafrika
(Banniel Suafrika) (Ardamezioù Suafrika)

Ger-stur: !KE E: /XARRA //KE
(/Xam = Unanded el liested)

Yezhoù ofisiel afrikaneg, saozneg, ndebeleg, xhosaeg, zouloueg, sothoeg an norzh, sothoeg ar su, tswaneg, swatieg, vendeg, tsongeg
Kêr-benn ha Sez ar Gouarnamant Tshwane/Pretoria
Sez ar Parlamant Kêr ar C'hab
Sez ar Justis Bloemfontein
Renad Republik prezidantel gant doareoù kevreadel
Prezidant Jacob Zuma
Gorread 1.219.912 km²
Poblañs 46.880.220 (Mae 2005)
Stankted 38 dre km²
PBG dre zen $4.698 Mae 2005
Dizalc'hiezh 31 Mae 1910
Moneiz Rand
Eur UTC +2
Kan broadel Nkosi sikele li'Africa/ Die Stem van Suid-Afrika
Berradur ZA
astenn internet .za
Kod pellgomz +27
LocationSouthAfrica.png

Goude bezañ bet bro an apartheid e-pad degadoù a vloavezhioù ez eo lesanvet ar vro bremañ ar vroad kanevedenn.

Kartenn Suafrika

Suafrika (a veze anvet Unaniezh Suafrika gwechall) zo anezhi ur republik lec’hiet e su pellañ Afrika. Meur a vro zo tro-dro dezhi. En norzh emañ Namibia, Botswana ha Zimbabwe, er gevred emañ Mozambik ha Swaziland. Un enklozadur eo Lesotho.

N'eo ket bet heñvel emdroadur Suafrika ouzh hini ar broioù all eus Afrika. Daou abeg zo da se : deuet ez eus muioc’h a Europiz d’ober o annez er vro eget er broioù all ha mengleuzioù kailh a-leizh zo en he c’hondon, ar pezh a zedenne kalz Kornôgiz, dreist-holl e-pad ar brezel yen. Dre ma oa deuet kalz a Europiz d'ar vro e weler a bep seurt tud neuzioù disheñvel dezho hiziv an deiz. E Suafrika, e-touez broioù Afrika, emañ ar poblañsoù hiron, gwenn hag indian an niverusañ. Suafrika, zo 43 milion a dud o chom enni, zo er plas kentañ evit an armerzh en Afrika. 75,2 % a Vorianed, 13,6 % a dud wenn, 8,6 % a dud hiron ha 2,6 % a Aziiz, a ya d'ober poblañs Suafrika.

Anvioù ofisiel Republik Suafrika[kemmañ]

Republiek van Suid-Afrika (afrikaneg), Republic of South Africa (saozneg), Riphabliki yeSewula Afrika (ndebeleg), Riphabliki yaseMzantsi Afrika (xhosaeg), Riphabliki yaseNingizimu Afrika (zouloueg), Rephaboliki ya Afrika-Borwa (sothoeg an norzh), Rephaboliki ya Afrika Borwa (sothoeg), Rephaboliki ya Aforika Borwa (tswaneg), IRiphabhulikhi yeNingizimu Afrika (swatieg), Riphabuliki ya Afurika Tshipembe (vendeg), Riphabliki ra Afrika Dzonga (tsongeg)


Istor[kemmañ]

Politikerezh[kemmañ]

Sez ar gouarnamant e Pretoria
Parlamant Suafrika e Kêr ar C’hap
Annez ar prezidant e Kêr ar C’hap


Ur gouarnamant parlamantel eo gouarnamant Suafrika ha Penn ar Stad zo war un dro Prezidant Republik Suafrika ha penn ar gouarnamant.

Dilennet eo ar prezidant e-pad breudoù ar parlamant divgambr, da lavaret eo gant ar Vodadenn vroadel ha gant Kuzul broadel ar Proviñsoù (NcoP).

Ar 400 ezel eus ar Vodadenn Vroadel a vez dilennet gant ar mouezhiañ kenfeurel. An NCoP, bet krouet e plas ar Sened e 1997, zo enni 90 ezel dileuriet ganto an nav froviñs hag ar meurgêrioù.

Pep proviñs a vez renet gant ul lezennadur proviñs ungambr ha gant ur C’huzul Erounit zo ur ministr kentañ en e benn (premier e saozeg hag en afrikaans). N’eo ket ken emren proviñsoù Suafrika ha, da skouer, ha proviñsoù Kanada pe re ar Stadoù-Unanet. Anv eus eus ur reizhiad kevreadel kerreizh. 11 yezh ofisiel zo er Stad-se.

Abaoe fin an [[apartheid] ez astenn muioc’h-mui KBA e veli war ar vro. Chom a ra bev-birvidik an tu-enep koulskoude, daoust ma n'en deus ket mui kement a bouez ha m’en doa a-raok. Lavaret e vez dre gustum ez eo Suafrika ar vro demokratelañ eus Afrika. Brokus a-walc’h eo he Bonreizh, da skouer, evit a sell Gwirioù mab-den.

Ret eo d’ar gouarnamant diskoulmañ an traoù a denn d'ar feulster er maezioù : adreizhet e vez an douaroù hag e-se e ranker adreiñ douaroù d’ar vorianed. Peurliesañ e rank ar gouerien afrikanerien gwerzhañ o stalioù labour-douar d’ar gouarnamant hag abalamour da se e vez sav jeu a-wechoù etrezo. War-dro 35 000 kouer zo er vro hag ur wech amzer e vezont taget gant bandennoù aozet. Lod anezho a ya da gemer perzh er stajoù komando aozet evit talañ outo dre ma ne vez roet harp dezho gant ar gouarnamant. Klask a ra meur a strollad eus an Tu dezhoù-pellañ lakaat tud en o zouez da emezellañ outo dre ma santont e vezont lezet a-gostez a-wechoù.

Ret eo derc'hel soñj ouzh Nelson Mandela a zo bet ar c'hentañ prezidant du e Su Afrika (d'an 10 a viz Mae 1994 eo bet dilennet ha chom a reas e penn ar vro betek 1999).

Gwalenn an torfeterezh[kemmañ]

Hervez ar gazetenn Le Monde, bet embannet d’an 28 a viz Kerzu 2004, ez eo e Suafrika e vez graet an niver brasañ a dorfedoù e-touez broioù ar bed a-bezh : 20 000 den muntret ar bloaz, 30 000 gwech e voe klasket muntrañ tud, ouzhpenn 50 000 maouez a oa bet gwallet ha war-dro 300 000 gwech e oa bet laeret tiez. Diskouez a rae mat ar stadegoù bet embannet e 2004 hag e 2005 e oa niver an torfedoù o tigreskiñ, dreist-holl evit a sell ar muntroù hag ar skrapadennoù tiez. E 2006 e oa digresket niver an torfefoù c'hoazh, ar pezh zo kalonekaus met ne oa ket ken bras an diforc'h etre 2006 ha 2005 ha ma oa bet etre 2005 ha 2004.

E 2005 e voe muntret 19 000 den, 55 000 den all a voe gwallet ha 120 000 hold-up a voe e Suafrika, hervez ar stadegoù bet embannet er gazetenn Suday Times. André Brink, romantour suafrikan, en doa displeget e soñj diwar-benn an dorferdourezh, koulz ha diwar-benn digasted ar gouarnamant, er gazetenn « Le Monde » e miz Gwengolo 2006. Rak-se e c'hallfe politikerezh ar vro bezañ distabilaet, hervezañ. Disklêriet en doa e soñj ivez diwar-benn ar vreinadurezh, lorc’hentez ministred zo hag ar SIDA ha goulennet en doa ivez digant ministred ar yec’hed hag ar surentez reiñ o dilez dre ma oant divarrek.

Proviñsoù[kemmañ]

Pennad dre ar munud : Provinsoù Suafrika

Kartenn Suafrika gant he harzoù nevez (2005)

E fin an apartheid, e 1994, e oa graet 9 froviñs nevez diwar ar 4 froviñs eus Suafrika hag an 10 bantoustan emren pe dizalc’h a oa enni:

Menezioù[kemmañ]

Menezioù Drakensberg e Natal

E Su ar vro emañ Menezioù Drakensberg. En em astenn a reont war 1000 km, eus Kwazulu-Natal betek proviñs ar C’hap. 3000 m a uhelder keitat int. Thabana Ntlenyana (3482 m) eo ar menez uhelañ eus ar vro. Kozh a-walc’h eo torosad Drakensberg, uhelennoù ront o stumm ennañ. En takad glasvezek-se eo emañ ar boblad San o chom. En torosad-se emañ penn orin ar stêr Orange ivez.

E norzh ar vro emañ Pilanesberg, un takad volkanek kozh. Un takad serzh a-walc’h eo, gant toulloù-diskarg niverus. Loened a bep seurt zo o vevañ eno. Plant dibar zo ivez en takad-se : Adansonia, Tek, ‘ebena, Hibiscus...

Plaenennoù ha dezherzhioù[kemmañ]

Protea ar roue (Protea cynaroides)

An darn vrasañ eus ar plaenennoù zo lec’hiet e gwalarn Stad dieub Orange. Du-hont e vez gounezet ar c’hementadoù brasañ a ed, maiz, kotoñs eus Suafrika ha devaset e vez deñved a-vil-vern.

Fonnus-tre eo an aour, an diamant, an uraniom hag ar glaou e kondonioù Suafrika, evel e kêrioù Kimberley ha Bloemfontein.

Dezerzh Kalahari zo e gwalarn ar vro, un deserzh tost da 1 milion km2 en em astenn ivez e Botswana hag e Namibia. Tevennoù traezh ruz ha kornioù savanennoù zo en dezerzh hanter grin-se. Un nebeud gwez, en o mesk kasia draenek ha baobabez, zo ivez. Gallout a reer gwelet kalz a loened tremenidi ennañ ivez.

Aod[kemmañ]

Namaqualand e Western Cape

Ingal a-walc’h eo an aod a-hed ar Meurvor Atlantel. E Namaqualand ez eus war-dro 4000 spesad plant ( lili, aloes...) o vleuniañ ur miz ar bloaz , etre miz Eost ha miz Gwengolo. Ur c’hornad-bro touristel-tre eo. Trowardroioù Kab ar Spi Mat zo roc’hellek-tre ha trevadennoù manked zo o vevañ eno. En inizi ar Reuniged (Seal Island) ez eus reuniged eus Antarktika dreist-holl.

War an aod, e korn-bro Stellenbosch, ez eo dispar an hin evit gounit gwiniegi.

Er reter, war an aod, ez eus aodoù roc’hellek ha graeoù traezh munut a bep eil. E lec’hioù zo war an aod e vez bevennet ar c’hornioù neuial gant rouedoù evit mirout ouzh ar rinkined, bras-tre an niver anezho a-wechoù, a dagañ an dud.

E Reter ar vro emañ kêrioù kouronkañ pennañ Suafrika, evel East London, Jeffrey’s Bay, Port Elisabeth pe Durban.

Takadoù mor zo deuet da vezañ Parkoù broadel evel gwarezva Finda. Gallout a reer pleustriñ ar splujerezh danvor eno.

Armerzh[kemmañ]

Hervez an titourennoù, a denn d’an diorren denel, bet dastumet da-geñver Programm ar Broadoù-Unanet evit an diorren e weler eo kilet Suafrika a 35 plas er renkadur etre 1990 ha 1995. Paouroc'h eo poblañs Suafrika eget ne oa bet a-raok. Muioc'h a fiziañs a c'haller kaout e disoc’hoù ar studiadennoù nevez-se a ro ur skeudenn eus an traoù evel m'emaint (da vare an apartheid gwechall ne veze ket embannet disoc’hoù ar studiadennoù a vez graet war aozioù bevañ Afrikiz evel ma oant). Setu perak eo heverk ar giladenn-se. Notennomp ivez eo aet Suafrika da gilañ abalamour d'ar SIDA. Ar poblañsoù tud wenn n’emaint ket mui en o bleud kennebeut abalamour ma n’eus ket mui eus an apartheid hag abalamour d’ar Sida, an dorfedourezh hag ar pezh a c’hoarvezh e Zimbabwe hag en Aod-an-Olifant. Gant-se ez a un niver bras a Suafrikiz a ya kuit eus o bro d’ober o annez en Aostralia pe e Zeland-Nevez. Afrikiz a-leizh, er c'hontrol, a guita o bro evit en em staliañ e Suafrika evit gounit muioc’h a arc’hant eget na reont en o bro orin. Kuitaat a reont Suafrika avat un nebeud bloavezhioù war-lerc’h abalamour d’ar SIDA ha d’an torfedoù.

Setu amañ dindan korvoderioù bloaziek ar broioù afrikan, hervez renkadur ar Bank-bed:

  1. Banniel Suafrika Suafrika : 240,1 miliard a zolarioù, eleze 3630 USD dre annezad.
  2. Flag of Algeria.svg Aljeria : 102,2 viliard a zolarioù, eleze 3150 USD dre annezad.
  3. Nijeria Nigeria: 98,9 miliard a zolarioù, eleze 390 USD dre annezad.
  4. Egipt Egipt : 89,3 miliard a zolarioù, eleze 1310 USD dre annezad.


An diforc’hiñ pozitivel[kemmañ]

Panell da vare an apartheid

E 1994 o doa pennadurezhioù Suafrika lakaet politikerezh an “diforc’hiñ pozitivel” war-sav evit reiñ muioc’h a blas d’ar vorianed e gennadoù ar vro (melestradurioù, servijoù publik ha lezpublik, kevredadoù broadelaet ha prevez). Rak-se e voe kinniget da dud wenn, a laboure e gennadoù armerzhel niverus ar vro, da vont war o leve pe da asantiñ bezañ difredet, a-bouez ma vije roet digolloù bras dezho. Un darn vihan eus an dud wenn zo aet war baouraat (10% eus an dud-se zo o vevañ gant 1000 euro ar bloaz hiziv an deiz).

Kavet ez eus bet abeg en « diforc’hiñ pozitivel »-se peogwir o doa tennet tud tost d’ ANC dreist-holl o mad eus an diarbennoù-se. Gant-se e oa bet krouet ur renkad morianed keitat. Kerkent ha krouet ar renkad nevez-se o doa annezet ar vorianed-se ar c’harterioù ma ne oa nemet tud wenn eno e-lec’h diorren an « townships » kozh.

Gant un danevell bublik bet embannet e 2006, ma’z eo studiet ar prantad 1995-2005, e weler eo aet tud wenn a-viliadoù kuit eus Suafrika: 16,1% eus ar Suafrikaned wenn o deus kuitaet o bro dindan 10 vloaz. Kavet o deus an tuioù enep abeg er politikerezh-se hag e-se en deus adwelet ar gouarnamant e bolitikerezh a-fet diforc’hiñ pozitivel. Klask a ra neuze lakaat an divroidi niverus ha barrek-kenañ diouzh o labour pe diouzh o c’harg da zistreiñ da Suafrika. Ar bezprizantez Phume Mlambo-Ngcuka eo zo karget da adreizhañ an traoù ha broudañ a ra anezho da zistreiñ en ur brometiñ goproù dereat-kenañ dezho. [1].

Adreizh al labour-douar[kemmañ]

Abaoe 1994 n’eus bet adroet nemet 3,6 % eus ar feurmoù d’an 1,2 milion a vorianed, pa’z eus 60 000 a dud wenn perc’henned war 80% eus ar douaroù frouezhus meret ganto. Divizet en doa ar gouarnamant e 1994 koulskoude addasparzhañ 30% eus an douaroù ac’hann da 2014.

Diskennidi ar gouerien du, zo bet diberc’hennet dre heg pe n’int ket digollet evel ma tere en desped d’al lezennoù bet votet war-lerc’h 1913, a c’hall goulenn e vefe roet o douaroù dezho en-dro. E miz Gouere 2005 e oa bet aozet « Emvod an Douar » hag ouzhpenn an hanter eus ar 4000 den o koa kemeret perzh en emvod-se o doa aliet pennadurezhioù Sufrika da dennañ o douaroù digant ar re zo perc’henn warno er mare-mañ, tra ma c’houlenne Phumzile Mlambo-Ngcuka lakaat « mailhed eus Zimbabwe » da zont da Suafrika.

Koulskoude ne zlefe ket askorusted armerzhel an douaroù-se bezañ lakaet en arvar, ar pezh a oa c’hoarvezet pa oa bet adroet d'ar Vorianed ar feurmoù a oa e traoñiennoù frouezhus Limpopo. Ne oa ket sikouret ar gouerien du ken evit a sell an teknikoù ken evit a sell an arc’hant. Evit gwir, gounezet e veze ganto an tachennoù a dalveze dezho magañ o familh met ne veze ket labouret an tachennoù all ganto.

Diorren ar gevalaouriezh du[kemmañ]

Abaoe 1994 o deus ar strolladoù mengleuzioù bras hag ar bankoù lezet a-c'hrad-vat etre 10 hag 26 % eus o c'hevala d’ar vorianed, d’an indianed ha d’an dud hiron. Un nebeud morianed bet e penn an ANC o doa graet berzh en o aferioù da gentañ penn dre m’o doa roet an embregerezhioù kalz eus rannoù o c’hevala dezho. [[Patrice Motsepe] eo an den en o zouez en deus dastumet ar sammadoù brasañ. Ouzhpenn 500 milion ag euroioù en deus gounezet dindan dek vloaz.

Abaoe 2000 e vez eskemmet soñjoù e gennadoù zo (mengleuzioù, bankoù, dazparzhañ an tireoul h.a.) evit tizhout palioù zo. Rankout a raio ar c’hompagnunezhioù, hervez karta 2002 ar mengleuzioù, dilezel 26 % eus o c'hevala ac'hann da 2014. 40% eus ar sternerien a ranko bezañ morianed e 2009. Koll o gwirioù korvoiñ e c’hallfe ar c'hompagnunezhioù na zoujfent ket d'an divizoù-se.

Er mare-mañ emeur o sevel lezennoù nevez. Palioù a vo lakaet evit a sell an dilezel kevalaoù hag evit a sell eñvel ar Vorianed da sammañ kargoù uheloc’h e diabarzh an embregerezhioù. Rankout a raio an holl embregerezhioù, en ur gontañ EBE, sevel ul lizher-notennoù. (Muioc'h a chañs o do d’ar re a dapo an notennoù uhelañ g ounit ar marc’hadoù foran). Ne vo ket goulennet avat ouzh an embregerezhioù liesbroadel ober.

Emdroadur ar boblañsouriezh etre 1961 ha 2004 (Sifroù gant'FAO, 2006). E miliadioù a dud.

Sevenadur[kemmañ]

Deiziad Anv brezhonek Anv saoznek Evezhiadennoù
1 Genver Kalanna New Year's Day
21 a viz Meurzh Gouel Gwirioù Mab-den Human Rights Day
Gwener-ar-Groaz Good Friday
Lun Fask Easter Monday
27 a viz Ebrel Gouel ar Frankiz (gouel broadel) Freedom Day
1 Mae Gouel al Labour Labour Day
16 Mezheven Gouel ar Yaouankiz Youth Day
9 a viz Eost Gouel broadel ar Merc’hed National Women's Day
24 a viz Gwengolo Gouel ar Glad Heritage Day
4 a viz Here Gouel broadel
16 a viz Kerzu Gouel an Adunvaniñ Reconciliation Day
16 a viz Kerzu Nedeleg Christmas Day
26 a viz Kerzu Sant-Jelvestr (Gouel ar Vadelezh) Day of Goodwill

Lenn ivez : Lennegezh Suafrika

A bep seurt[kemmañ]

Kêr-benn : Pretoria
Poblañs : 47,432 milion a annezidi [2]. 0-14 ans : 32,01%; 15-64 bloaz : 63,11%; + 65 bloaz : 4,88%
Gorread : 1 219 912 km²
Stankted : 38 hab./km²
Harzoù : 4 750 km (Botswana 1 840 km; Lesotho 909 km; Namibia 855 km; Mozambik 491 km; Swaziland 430 km; Zimbabwe 225 km)
Aod : 2 798 km
Uhelderioù : etre 0 m ha 3 408 m
Spi a vevañ ar baotred : 48 vloaz (istimet gant Epimodel e 2001)
Spi a vevañ ar merc’hed : 49 bloaz (istimet gant Epimodel e 2001)
Feur kreskiñ bloaziek ar boblañs : 0,26% (istimet gant Epimodel e 2001). 1,26%, hervez stadegoù Suafrika [3]
Feur genel : 21,12 ‰ (e 2001)
Feur mervel : 16,77 ‰ (e 2001) hag 11 ‰ e 2002 [4]
Feur mervel ar vugale : 60,33 ‰ (e 2001)
Feur gouennañ : 2,4 vugel/maouez (e 2001)
Feur enbroañ-divroañTaux de migration : - 1.73 ‰ (e 2001)
Dizalc’hiezh : 31 a viz Mae 1910 (Bet trevadennet gant Breizh-Veur)
Linennoù pellgomz :' 5 075 milion (e 1999)
Pellgomzerioù hezoug : 2 vilion (e 1999)
Skingomzerioù :' 13,75 milion (e 1997)
Skinwelerioù : 5,2 milion (e 1997)
Implijerien Internet : 1,82 milion (e 2000)
Pourchaserien moned war ar Genrouedad : 44 (e 2000)
Hentoù : 358 596 km (ez o zouez 59 753 km a hentoù terduet) (e 1996)
Hentoù-houarn : 21 431 km (e 1995)
Stêrioù merdeüs : n.c.
Aerborzhioù : 741 (en o zouez 142 aerborzh gant leurennoù terduet) (e 2000)
Kompagnunezhioù-aer broadel : South African Airways
SAPPI: South African Pulp and Paper Industry

Pennadoù all[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]

Canal Afrique : skingomz etrebroadel Suafrika

Luc’hskeudennoù[kemmañ]

Notennoù[kemmañ]

  1. [http.//www.afrik.com/article10510html “An dud wenn varrek o vont kuit eus Suafrika”]] war Afrik.com
  2. 2006, mammenn : [1]
  3. mammennoù
  4. mammennoù