Ginea-Bissau

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask
República da Guiné-Bissau
Republik Ginea-Bissau
Banniel Ginea-Bissau Skoed-ardamez Ginea-Bissau
Banniel Skoed-ardamez
Ger-stur: "Unidade, Luta, Progresso"  (Portugaleg)
"Unvaniezh, Stourm, Araokadur"
Kan broadel: Esta é a Nossa Pátria Bem Amada  (Portugaleg)
Lec'hiadur Ginea-Bissau
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Bissau
11°52′N 15°36′W
Yezh(où) ofisiel Portugaleg
Gouarnamant Republik
 - Prezidant João Bernardo Vieira
 - Kentañ Ministr Martinho Ndafa Kabi
Dizalc'hded diouzh Portugal 
 - Diskleriet 24 Gwengolo 1973 
 - Anavezet 10 Gwengolo 1974 
Gorread
 - Hollad 36.125 km² (136vet)
 - Dour (%) 22,4
Poblañs
 - istimadur Gouere 2005 1.586.000 (148vet)
 - niveradeg 2002 1.345.479
 - Stankter 44/km² (154vet)
PDK (PGP) 2005 (istimadur)
 - Hollad $1,167 miliard (165vet)
 - Keidenn $736 (177vet)
FDD  (2004) 0,349 (izel) (173e)
Moneiz CFA franc (XOF)
Gwerzhid-eur (UTCGMT)
Kod kenrouedad .gw
Kod pellgomz +245

Ginea Bissau zo ur stad eus kornôg Afrika, paket etre Senegal en hanternoz, Ginea er c’hreisteiz hag er reter, hag ar Meurvor Atlantel er c’hornôg.

En em ledañ a ra war 36 120 km2 ha poblet eo gant ouzhpenn ur milion a dud (1 345 479 a annezidi e 2002). Bissau eo ar gêr-benn.

Izel eo ar braz eus douaroù ar vro : e 300 metr uhelder emañ al lec’h uhelañ. Dirak aberioù ar stêrioù Geba ha Corubal en em astenn an inizi Bijagós.

Gwechall e oa eno rouantelezh Kaabu (Gabú), un tamm eus Impalaeriezh Mali, a gaver roud anezhañ betek an XVIIIvet kantved. Tamm-ha-tamm e voe trevadennet an arvor gant Portugaliz, a rae kenwerzh ar sklaved eno. Met ne voe ergerzhet an diabarzh nemet en XIXvet kantved. Neuze e teuas an douaroù a ya bremañ d’ober Ginea-Bissau hag ar C'hab Glas da vezañ un drevadenn eus Portugal, kelc’hiet gant trevadennoù gall. E 1956 e krogas stourm ar Partido Africano da Independência da Guiné e Cabo Verde (PAIGC) evit an dizalc’hiezh. Dont a reas Ginea-Bissau da vezañ ur stad dizalc’h d’ar 24 a viz Gwengolo 1973, hag anavezet e voe ar stad nevez gant Portugal e 1974.

Ar portugaleg eo yezh ofisiel ar vro met ne vez kaozeet nemet gant un niver bihan a dud. Fula ha Mandinka zo yezhoù a vez kaozeet gant kalz tud, dreist-holl en hanternoz ar vro. En arvor e vez kaozeet kreoleg Ginea-Bissau (kriol), gant tud a bep seurt, en o zouez diskennidi Portugaliz hag Afrikaned (Mestiços) ha tud deuet eus Macau.

Kartenn Ginea-Bissau
Kartenn Ginea-Bissau
Commons
Dafar ouzhpenn a-fed an tem-mañ a vez kavet e-barzh Wiki.Commons