Etiopia

Eus Wikipedia

Lizherennoù ispisial a vez implijet war ar bajenn-mañ. Ma ne welit ket pep-tra kit da sellet aze.


ye-Ītyōṗṗyā Fēdēralāwī Dīmōkrāsīyāwī Rīpeblīk

Republik Demokratel Kevredadel Etiopia
Banniel Etiopia Skoed-ardamez Etiopia
Banniel Skoed-ardamez
Ger-stur : Etiopia Tikdem (Etiopia da gentañ)
Kan broadel: Wodefit Gesgeshi, Widd Innat Ityopp'ya
"Bale war-raok, mamm garet Etiopia"
Lec'hiadur Etiopia
Lec'hiadur Etiopia
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Addis Abeba


9°01′N 38°44′R

Yezh(où) ofisiel Amhareg
Gouarnamant Republik Kevredadel[notenn 1]
 - Prezidant Sahle-Work Zewde
 - Kentañ ministr Abiy Ahmed
Staliadur  
 - Deiziad hengounel tro-dro -980 
 - Rouantelezh Dʿmt 8vet kantved kt JK 
 - Rouantelezh Aksoum Iañ kantved kt JK 
Gorread
 - Hollad 1.104.300 km² (27vet)
 - Dour (%) 0,7
Poblañs
 - istimadur 2006 75.067.000 ()
 - niveradeg 1994 53.477.265
 - Stankter 70/km² (123de)
PDK (PGP) 2008 (istimadur)
 - Hollad $84,299 miliard (61vet)
 - Keidenn $1122,93 (175vet)
FDD  (2008) 0,503 (middle) (155vet)
Moneiz Birr (ETB)
Gwerzhid-eur (UTC+3)
 - Hañv (Eur hañv) n'eus ket (UTC+3)
Kod kenrouedad .et
Kod pellgomz +251
  1. Etiopia zo un demokratelezh, met ar strollad Talbenn Dispac'helour Demokratel ar Bobl Etiopian zo o ren.

Etiopia (ኢትዮጵያ ʾĪtyōṗṗyā en amhareg), anvet ent-ofisiel Republik demokratel gevreadel Etiopia, zo ur stad e reter Afrika. En-dro dezhi emañ Eritrea en norzh, Djibouti er biz, Somalia (ha Somaliland) er reter, Kenya er su, Soudan ha Soudan ar Su er c’hornôg. Abaoe m'eo dizalc'h Eritrea e 1993 n'eo ket digor war-du ar Mor ruz ken.

An eil bro en Afrika eo e-keñver poblañs hag an 10vet e-keñver gorread (32 wezh hini Breizh). Pladennoù uhel dreist-holl a ya d'ober ar vro, etre izelenn Danakil (-120 m) betek begoù dindan erc'h Menez Ras Dashan (4543 m). Liesseurt-mat eo ar vro rak 6 takad hin disheñvel zo. 3de kêr-benn uhelañ ar bed eo Addis Abeba lec'hiet da 2400 m uhelder. Daou vilion hanter a dud zo o chom enni.

Gant hini Ejipt ez eo sevenadurezh Etiopia unan eus koshañ sevenadurezhioù Afrika. Hervez ar profed Mani eus Mezopotamia e oa Etiopia unan eus 4 bro c'halloudusañ ar bed e-pad an IIIe kantved. Dibar eo Etiopia en Afrika rak e chomas dizalc'h ar vro en XIXvet kantved pa voe disrannet ar c'hevandir a-bezh. Unan eus ar broioù n'eo ket bet trevadennet gant Europeaned eo. N'eo nemet e-pad un nebeud bloavezhioù hepken eo bet aloubet gant armeoù Italia, etre 1936 ha 1941.

En Etiopia ez eus bet kavet unan eus koshañ roudoù Mab-den, ar pezh a ra eus ar vro unan eus rannvedoù pouezusañ istor mab-den. Duhont eo bet kavet Lucy. Kavell ar bed eo en ur mod. Studioù nevez a laka war wel ez eo adalek ul lec'h zo e-kichen ar pezh zo Addis Abeba hiziv an deiz, m'en deus Mab-den aloubet ar bed a-bezh.

Goude Armenia ez eo Etiopia an eil broad kristen koshañ eus ar bed. Kristen eo abaoe ar bloaz 330. War un dro ez eo unan eus ar broioù he deus degemeret an Islam an abretañ er rannvroioù Afar, Oromia ha Somali. Unan eus kêrioù santel an Islam eo Harar. Yuzevien, anvet Falashaed hag animegourien zo ivez. Ur vro laik ma kenvev an holl gredennoù eo Etiopia hiziv.

Evit ar pezh a sell ouzh an darempredoù etrebroadel ez eo Etiopia ezel eus Kevredigezh ar Broadoù eus 1923. Sinet he deus Disklêriadur ar Broadoù Unanet adal 1942 hag unan eus an 51 Stad Ezel o deus diazezet an ABU eo. He c'hêr-benn, Addis Abeba, zo sez Unaniezh Afrika. Haile Selassie Iañ a oa unan eus he brasañ luskerien (AUA d'ar mare-se). Sez Kengor Armerzhel Afrika eo ivez (KAA).

Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'eo ket peursur orin an anv Etiopia. Kozh eo e implij. Testeniekaet eo abaoe Ilias ma teu 2 wezh war wel ha 3 gwezh en Odysseia Homeros. E implij, evit envel rouantelezh Aksoum ent resis, a gaver evit ar wezh kentañ er IVvet kantved war enskrivadur Ezana hag a droas Habachat gant Aithiops (Αἰθίοψ) en henc'hresianeg. « Dremm devet » a dalvez.

Hervez Kronikenn roueed Aksoum, dornskrid geuzeg eus an XVIIvet kantved, e tiver an anv Etiopia eus Ityopp'is, unan eus mibien Koush dianvavez er Bibl. Sevel a reas kêr Aksoum hervez ar vojenn-se. Plinius Kozh a lavar e tever anv ar vro eus un den anvet Aethiops mab da Vulkan. Bez Ityopis a c'haller gwelet e-kichen Aksoum c'hoazh[6].

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sevenadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skolioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yezhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Relijionoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kartenn Etiopia.

Politikerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Armerzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rannvroioù Etiopia

Rannet eo Etiopia e 9 rannvro ha 2 gêr :

Sifroù Etiopia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diabarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sellet ouzh roll Yezhoù Etiopia.