Benin

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
République du Bénin
Banniel Benin
Banniel Benin Ardamezioù Benin
LocationBenin.png
Kan broadel L'Aube Nouvelle
Yezh ofisiel Galleg
Kêr-benn Porto Novo
Sez ar gouarnamant: Cotonou
Gorread
-En holl
-% dour

112.622 km²
1.8%
Poblañs
-Hollad
-Stankter ar boblañs

7 460 025(2004)
60/km²
Prezidant Yayi Boni
Gouel broadel 1 a viz Eost
Moneiz Lur CFA
Kod pellgomz 229
Kod war ar Genrouedad .bj

Ur riez e kornôg Afrika eo Republik Benin. Graet e veze Dahomey anezhi betek 1975. Dizalc'hiezh ar vro a c'hoarvezas e 1960. Un aod berr a-walc'h he deus er Su war pleg-mor Benin p'emañ harzoù Togo er C'hornôg, Nigeria er Reter, Burkina Faso ha Niger en Norzh.

[kemmañ] Istor

Pennad pennañ : Istor Benin

Liderezh en Abomey, 1908, Dañs hudellerezed e Bro ar Foned

Rouantelezh Dahomey a sav hec'h orinoù e Benin. Er XVIIvet kantved en em astenne war ul lodenn vras eus Kornôg Afrika. Gant un "oba" en he fenn e oa pinvidik a-walc'h p'en doa staliet darempredoù kenwerzh gant Portugaliz hag Izelvroiz evit gwerzhañ sklaved dezho. Degouezhet e oa Europiz e dibenn ar XIVvet kantved. Er mare-se e veze graet Aod ar Sklaved eus aodoù rouantelezh kozh ar Benin.
E dibenn an XVIIIvet kantved e krogas Benin da goll he galloud ken e c'hellas Bro-C'hall lakaat anezhi da blegañ ouzh he beli e 1892. Ur brezel taer a renas ar roue Behanzin, eus Abomey e gêr-benn, met trec'het ha harluet e voe (1894). E 1899 ez eas tiriad ar vro hiziv, anvet Dahomey, da vezañ lodenn eus un trevadenn vras, Kornôg Afrika gall hec'h anv. E 1958 e oe savet ur Republik an Dahomey emren a-raok ma voe embannet an dizalc'hiezh d'ar 1añ Eost 1960. E 1975 e teuas da vezañ Republik pobl Benin. Abaoe diwezh ar renad marksour eo deuet Republik Benin da vezañ unan eus broioù demokratelañ Afrika.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all