Harar

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Lec'hiadur Harar

E reter Etiopia emañ Harar Jugol (mogerioù-kreñv a dalvez ar ger diwezhañ-mañ). Kavet e vez ar stummoù Harrar, Hārer, Harer ivez. Adari a reer anezhi e somalieg. Lec'hiet eo e beg ur menez da 1 885 metr ha da 500 km eus Addis Abeba. Kêr-benn ar Stad-rannvro Harar eo. Pevare kêr santelañ an Islam eo. Hervez brasjedadennoù ar Central Statistical Agency of Ethiopia (Ajañs Kreiz Stadegoù Etiopia) (CSA ; Amh.: የማዕከላዊ ስታቲስቲክስ ኤጀንሲ) he doa Harar war-dro 122 000 annezad e 2005.

Pinvidik eo hec'h istor. Diazezet e voe tro-dro d'ar VIIvet kantved. Kêr-benn rouantelezh an Hararied e voe e-pad an XVIvet kantved (1520-1568) a-raok bezañ gounezet gant Egipt.Ur greizenn a ouiziegezh islamek pouezus e voe hag er XVIIvet kantved e voe kalonenn un emirelezh dizalc'h. Stourm a reas a-enep da Etiopia gristen. Berzet e voe ouzh an estrenien. Richard Francis Burton a weladennas anezhi hag Arthur Rimbaud a voe o chom enni d'ur mare.

Melezour an amzer-dremenet pinvidik-se eo kêr Harar gant savadurioù eus meur a vare :

  • 3 moskeenn eus an Xvet kantved a chom diwar an 82 zo e kêr,
  • Mogerioù-kreñv savet etre an XIIIvet hag ar XVIvet kantved evit en em zifenn ouzh an Oromoed,
  • Tiez hengounel ha tiez savet gant enbroidi degouezhet en XIXvet kantved.


Evit an holl abegoù-se hag evit tres kêr ez eo rummet e Glad bedel Mab-den gant an UNESCO abaoe 2006.

Ur voskeenn en Harar