Richard Francis Burton

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Sir Richard Francis Burton
Richard Francis Burton
Sir R. F. Burton e 1864
Luc'hsk. Rischgitz/Stringer

Obererezh barzh, diplomat, douarniour, egiptour, ergerzhour, iskrimer, reteroniour, skrivagner, soudard, spier, troour, tudoniour, yezhoniour
Ganedigezh 19 a viz Meurzh 1821
Torquay, Devon, Banniel Bro-Saoz Bro-Saoz
Marv 20 a viz Here 1890
Trieste Banniel Aostria-Hungaria Aostria-Hungaria
Yezh skrivañ saozneg
Oberennoù pennañ
Personal Narrative of a Pilgrimage to Al Madinah and Meccah] (1855–1856)
The Kasidah of Haji Abdu El-Yezdi (1880)
The Arabian Nights (1885-1888)

Richard Francis Burton (18211890) zo un ofiser saoz, diplomat, beajour, yezhour, barzh, skrivagner ha spier eus an XIXvet kantved.
Brudet eo e veajoù en Arabia, Afrika, Amerika, e anaoudegezh eus 29 yezh, e droidigezh eus ar Mil nozvezh hag unan (anvet The Arabian Nights) diwar an arabeg ha hini ar C'hamasoutra.
E daol kaerañ marteze eo e droiad da Arabia, betek Mekka, gwisket e pirc'hirin, met ken brudet all eo e ergerzhadenn da lennoù Afrika, gant John Hanning Speke, war glask andon ar stêr Nil.

E vuhez[kemmañ]

Richard Francis Burton zo ganet e Torquay, e Devon, d'an 19 a viz Meurzh 1821, daoust ma skriv , en e vuhezskrid, e oa ganet e ti e dud e Barham House, en Elstree, e Hertfordshire. D'an 2 a viz Gwengolo 1821 e voe badezet en iliz Elstree, e Borehamwood. E dad, Joseph Netterville Burton, a oa iwerzhonat, ofiser en arme saoz. E vamm, Martha Baker, a oa pennhêrez un esquire pinvidik eus Hertfordshire. Ur c'hoar en do, Maria Katherine Elizabeth en 1823, hag ur breur, Edward Joseph en 1824.

Kalzik e veajas Richard Burton gant e dud pa oa bugel. En 1825 ez ejont da chom da deurgn, e Bro-C'hall. Kelennet e voe gant kelenneien a bep seurt a deue d'o zi. N'eo nemet e 1829 ez eas d'ar skol da vat, e Richmond Green, e Richmond, e Surrey renet gant ar pastor Charles Delafosse. E-keit-se e veaje e dud etre bro-Saoz, Bro-C'hall, hag Italia. Diskouez a rae Richard Burton bezañ troet da zeskiñ ar yezhoù, rak buan e teskas galleg, italianeg, napolitaneg, latin, ha meur a rannyezh. En e grennoad en dije darempredet ur plac'h yaouank eus ar bobl Rom, ha desket un tamm eus he yezh, ar romani.

En arme (1842–53)[kemmañ]

Burton evel "Mirza Abdullah the Bushri" (war-dro 1849–50)

Hervez a skrivas e-unan, ne oa mat da netra nemet da vezañ "tennet warnañ evit c'hwec'h gwenneg an deiz" ("fit for nothing but to be shot at for six pence a day"),[1], ha se zo kaoz ez eas da soudard gant an East India Company, sachet gant e gamaraded-skol. C'hoant en devoa d'en em gannañ e kentañ brezel Afganistan, met echu e oa ar brezel a-raok dezhaén erruout en India. Lakaet e voe en rejimant en Gujarat dindan ar jeneral Charles James Napier. Eno e teskas kaozeal Hindustani, Gujarati, Punjabi, Sindhi, Saraiki ha Marathi, ouzhpenn Perseg hag Arabeg.

Oberennoù[kemmañ]

Skrivañ a reas ivez ur bern pennadoù evit ar c'helaouennoù.

Notennoù[kemmañ]

  1. Falconry in the Valley of the Indus, Richard F. Burton (John Van Voorst 1852) - Kessinger Publishing, 2010, ISBN13 978-1164642985, pajenn 93.



Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.