Somalieg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Somalieg
(Af-ka soomaali-ga)
Perzhioù
Komzet e : Somalia, Etiopia, Kenya, Djibouti
Komzet gant : 15 - 25 000 000
Renkadur : 4 en Afrika (goude an Arabeg, an Haousaeg hag ar Yoroubeg)
Familh-yezh : Yezhoù afrez-aziatek

 Yezhoù kouchitek
  Yezhoù kouchitek ar reter
   Somalieg

Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Somalia
Akademiezh : hini ebet
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 so
ISO 639-2 som
ISO 639-3
Kod SIL SOM
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.


Ur yezh kouchitek ar reter eus is-skourr ar yezhoù somaliek eo ar somalieg (Af-ka soomaali-ga pe af-maxaad tiri) komzet gant 15 - 25 milion a dud en holl e Somalia (5.400.000-6.700.000 a dud e 1991), Djibouti (181.420 den pe 33,4% eus ar boblañs e 1996), Etiopia (3.187.053 a dud evel yezh kentañ mui 95.572 den evel eil yezh e 1998) hag e Kenya (312.339 den e Kenya 1989).

Ur yezh daspegel an hini eo.

E 1972 e voe bet degemeret ez-ofisiel al lizherenneg latin gant Gouarnamant Somalia evit ober gant ar yezh-mañ dre skrid ha ne vez ket skrivet eno ken gant ar skritur osmaniek abaoe.

Teir rannyezh ez eus:

  • Somalieg an norzh : diazez ar yezh unvan.
  • Benadireg (benaadir)
  • Achrafeg (af-ashraaf)

E Kenya e vez komzet ouzhpenn an div rannyezh-mañ:

  • Degodieg (degodia)
  • Ogadeneg (ogaden)


Liammoù diavaez[kemmañ]

Gwelet ivez[kemmañ]