Yezh daspegel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Renkadur morfologel
Daspegel
Dezrannel
Enteuzel
Liessintezel
Oligozintezel
Sintezel

Gant ar yezhoù daspegel (saoz. agglutinative languages) e vez savet gerioù dre sammañ morfemoù an eil war-lerc'h eben. Divizet e voe bet an dermen-mañ gant Wilhelm von Humboldt e 1836 evit dont a-benn da renkañ holl yezhoù ar bed hervez o morfologiezh (Gw. Renkadur hervez ar vorfologiezh)

Renket e-touez ar yezhoù sintezel e vez ar yezhoù daspegel. Enne, pep morfem stag a zo ur c'henger hag en devez ur ster resis nemetañ (d.s. "gourel", "amzer dremenet", "liester", h.a.). seurt yezhoù n'implijont ket kemmoù diabarzh evit sevel gerioù nevez, d.s. korn > kerniel met kengerioù stag nemetken. Dreist-holl, pep morfem a c'hell bezañ disrannet diouzh ar re all ha morfem ebet ne verk meur a perzh (Kv. yezhoù enteuzel. Da skwer, e turkeg:

"göz" ('"lagad") > gözlük ("lunedoù") > gözlükçü ("un den a werzh lunedoù") > gözlükçülük ("gwerzhañ lunedoù") > gözlükçülükte ("gwerzherezh lunedoù")

Setu un nebeut yezhoù daspegel: ar yezhoù ouralek, ar yezhoù altaek, ar japaneg, ar c'horeaneg, ar yezhoù dravidek, an inuktitut, ar swahilieg, ar malayeg hag un nebeut yezhoù mesoamerikanek evel an nahuatl, an huastekeg hag an totonakeg. Gwechall e veze komzet yezhoù a seurt-se ivez dre ar Reter Tostañ hag Iran evel ar sumerieg, an elamiteg, ar hurrieg, an urartieg, ar hatteg, ar gutieg, al lullubieg hag ar c'hasiteg.

Yezhoù gante an hevelep doare morfologiezh n'int ket dre ret en un hevelep familh yezh, d.s. yezhoù par eo ar finneg hag ar hungareg diouzh un tu met n'o deus netra da welet gant ar japaneg diouzh an tu all daoust dezhe bezañ holl yezhoù daspegel.

Meur a vorfem en devez pep ger dre vras er yezhoù dapsegel ha peurliesañ ez int yezhoù reizh-tre. En turkeg, da skwer, n'eus nemet ur verb amreizh.

Gwelet ivez:[kemmañ]