Haousaeg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Haousaeg
(هَوُسَ Hausa)
Perzhioù
Komzet e : Nigeria, Benin, Burkina Faso, Togo, Kameroun, Ghana, Niger, Soudan
Rannved : Afrika ar c'hornôg
Komzet gant : 24 200 000 mammyezher;
38 800 000 en holl
Renkadur : 41
Familh-yezh : Yezhoù afrez-aziatek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Nigeria (Stadoù kevredet an norzh)
Akademiezh : hini ebet
{{{livfamilh|Diouer}}}}}; font-size:120%; color:{{{livlizherennou}}};"|Rizhouriezh
Urzh ar gerioù : SVO
Frammadur silabek :
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 ha
ISO 639-2 hau
ISO 639-3
Kod SIL HAU
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.
Hausa language niger.png
Afro asiatic peoples nigeria.png

Ur yezh tchadek eus isskourr yezhoù tchadek ar c'hornôg A.1 eo an haousaeg (هَوُسَ hausa, abakwariga, mgbakpa, habe pe kado). Ar yezh tchadek ar muiañ-komzet an hini eo. Komzet e vez gant tro-dro da 24.200.000 den evel yezh kentañ ha gant 14.600.000 den all evel eil yezh, e Nigeria dreist-holl (18.25.000 den e 1991) hag ivez e Benin, Burkina Faso (500 den e 1991), Kameroun (23.500 den e 1982), Republik Kreiz Afrika, Tchad, Kongo, Eritrea, Ghana, Niger (5.000.000 den e 1998, pe 55% eus ar boblañs evel yezh kentañ), Soudan (418.000 den e 1993), Togo (9.600 den e 1991).[1] An Haousaeg zo unan eus yezhoù Afrika zo komzet ar muiañ goude an Arabeg, ar galleg, ar saozneg hag ar Swahilieg.


E-pelec'h e vez komzet?[kemmañ]

Kavout a reer an Haousaed, a gomz haousaeg a-vihan, en Niger hag e norzh Nigeria dreist-holl, met implijet e vez ar yezh-se evel yezh koñvers en un dachenn kalz ledanoc'h eus Afrika ar c'hornôg (Benin, Ghana, Kameroun, Togo, Aod an Olifant ha kement zo.), e Kreizafrika hag e kornôg Soudan, (Tchad, Republik Kreizafrika, Soudan, Ginea ar c'heheder), e-touez ar vuzulmaned dreist-holl. Radioioù evel ar BBC, Radio France Internationale, China Radio International, Mouezh Russia, Voice of America, Deutsche Welle, hag IRIB a skign abadennoù en haousaeg.


Ar rannyezhoù[kemmañ]

Ar Rannyezhoù haousaek[kemmañ]

Daouzek rannyezh pennañ zo :

  • kanoeg (Kano)
  • katagoumeg (Katagum)
  • hadedjiyaeg (Hadejiya)
  • sokotoeg (Sokoto)
  • gobirawaeg (Gobirawa)
  • adarawaeg (Adarawa)
  • kebaweg (Kebbawa)
  • zamfaraweg (Zamfarawa)
  • katsinaeg (Katsina)
  • arewaeg (Arewa)
  • arawaeg (Arawa)
  • zariaeg (Zaria)

Ar rannyezh Kanoeg (Kananci) eo ar stumm standart. Ar BBC, Deutsche Welle ha Voice of America a ginnig abadennoù war o rouedad etrebroadel er rannyezh-se.

Rannyezh ar ghana[kemmañ]

Rannyezh haousaek ar Ghana (Gaananci) a ya d'ober ur strollad disheñvel. Distag eo diouzh an dachenn vrasañ ma vez komet haousaeg. Implijjout a ra c e-lec'h ky, ha j e-lec'h gy. Displegañ a reer an dra-se dre ma tiskenn poblañs haousaek ar Ghana eus kenwerzhourien Hausa-Fulani o chom e tolead zongo ar c'hêrioù a oa kreizennoù kenwerzh bras en holl Asante hag er rouantelezhioù Dagomba, e kêrioù Tamale, Salaga, Bawkou, Bolgatanga, Achimota, Nima ha Kumasi dreist-holl. Abalamour da se ha d'ar yezhoù a vez komzet eno : Akaneg, yezhoù gour ha Mandeg, ar Gaananci a oa troc'het diouzh ar rannyezhoù haousaek all.[2] Daoust d'an diforc'hioù, an heñvelded etre yezhadur ar Sakkwatanci hag hini haousaeg ar Ghana a ziskouezh emañ Haousaed ar Ghana hag o rannyezh a orin eus gwalarn tachenn an haousaeg, en-dro da Sokoto.[3]

An haousaeg evel eil yezh[kemmañ]

Implijet e vez an haousaeg evel lingua franca en holl gornôg Afrika. Disheñvel-bras eo distagadur an dud a gomz haousaeg evel eil yezh diouzh hini an Haousaegerien a-vihan dre ma ne zistagont ket ar c'hensonennoù dre entarzhañ nag ar c'hensonennoù dre strakal a gaver er rannyezhoù haousaek, evel ɗ, ɓ ha kʼ/ƙa vez distaget gant ar re n'int ket Haousaegerien a-vihan evel d, b ha k. Abalamour da se n'eo ket sklaer atav ar pezh a lavar ar re a gomz haousaeg evel eil yezh evit an Haousaegerien a-vihan rak kemmet e c'hell bezañ ster ar gerioù. Da skouer n'eus kemm ebet ken e distagadur ar ger daidai (reizh) ha ɗaiɗai (unan-hag-unan).

Ur c'hemm all zo eo cheñchamant ledander ar vogalennoù er gerioù hag an diforc'h an ton standart (eus ar Foulaniegerien hag eus an Daouregegerien na implijont ket an tonioù haousaek, d'ar gouregerien pe d'ar Yoroubegerien a implij frammoù tonel ouzhpenn evel en o yezhoù-mamm). Jener an anvioù gwregel pe gourel a vez cheñchet alies, kemmet e vez framm ar frazennoù, ha kalz anvioù ha verboù haousaek zo erlerc'hiet gant gerioù eus yezhoù-mamm an dud a gomz haousaeg.

War dro 15 milion a dud a gomzefe haousaeg evel eil yezh hag e le'hioù zo, tost-kenañ diouzh an tachennoù m'emañ an Haousaegerien a-vihan o chom.

yezhoniezh[kemmañ]

Tonennoù en-deus an haousaeg. Pep hini eus he femp vokalenn a, e, i, o and u ha c'hell degemer un donenn izel, un donenn uhel pe un donenn hag a gouezh

Da ziskouez an tonennoù e c'heller implij lizherennoù merket

à è ì ò ù (tonenn izel)

á é í ó ú (tonenn uhel)

â ê î ô û (tonenn o kouezhout)


E Haousaeg skrivet, an tonennoù ne'z int ket merket. Merke e vezont er geriadurioù hag en oberennoù skiantel, avat, kuit da zrougveskañ ar gerioù.


Doare skrivañ[kemmañ]

Abaoe ar XVIIvet kantved eo skrivet an Haousaeg. Da gentañ e raed gant un eilstumm eus al lizherenneg arabek, an Ajami hec'h anv. Kemeret eo bet e lec'h gant al lizherenneg latin, ar "Boko" , avat, abaoe ar bloavezhioù tregont.

An Ajami[kemmañ]

Implijet eo bet an doare skrivañ-se abaoe deroù ar XVIIvet kantved. N'eus reizhiad standart ebet en ajami, ha skrivagnerien disheñvel a c'hall ober gant ar memes lizherenn gant un dalvoudegezh disheñvel. Skrivet e vez ar vogalennoù berr alies gant sikour merkoù vogalennoù a vez implijet diabot a wezh en testennoù estroc'h evit er c'horan.

Taolen eus arouezioù an Ajami :

ب [b]
ٻ [ɓ]
ث [tʃ]
د [d]
ط [ɗ]
ف [β]
غ [ɡ]
ه [h]
ج [dʒ]
ك [k]
ق [k’]
ل [l]
م [m]
ن [n]
ر [r], [ɾ]
س [s]
ش [ʃ]
ت [t]
ڟ [ts’]
و [w]
ى [j]
ع [ʔ]
ز [z]
 


Ar Boko[kemmañ]

Rediet e oa bet an dud d'ober gant ar Boko adalek ar bloavezhioù 1930 abalamour da velestradurezh saoz an trevadennoù.


Teir c'honsonenn a zo ket adstaget outi : ɓ, ɗ and ƙ, ur pevare, ƴ, a vez implijet gwechoù zo.Taolenn eus an arouezioù :

A a [a], [æ]
B b [b]
Ɓ ɓ [ɓ]
C c [tʃ]
D d [d]
Ɗ ɗ [ɗ]
F f [β]
G g [ɡ]
H h [h]
I i [i]
J j [dʒ]
K k [k]
Ƙ ƙ [k’]
L l [l]
M m [m]
N n [n]
O o [o]
R r [r], [ɾ]
S s [s]
Sh sh [ʃ]
T t [t]
Ts ts [ts’]
U u [u], [uː]
W w [w]
Y y [j]
Ƴ ƴ [ʔʲ]
Z z [z]
[ʔ]

En Niger, an divc'hrafennoù gw, kw, ƙw, ha ƙy a dalvez ivez evit soniadoù dibar ha sellet evez oute evel lizherennoù e-giz ar re all[4].

Un nebeud gerioù[kemmañ]

Ger Troidigezh Distagadur standard
douar kassa [kassa]
oabl sama [samma]
dour ruwa [roua]
tan wuta [houta]
gwaz namidji [namidji]
maouez mace [matché]
debriñ ci [tchi]
evañ sha [cha]
bras babba [babba]
bihan karami [karammi]
noz dare [daré]
deiz rana [râna]
kousket kwana [kouana]
salud ina kwana
noz vat ina wuni
deiz eo anezhi gari ya waye
naon yunwa
sec'hed Kishi ruwa
te (gourel) kay
me Ni
Te (gwregel)
Shi
hi ita
ti guida
ar reter gabas
ar c'hornôg Yam'ma

Notennoù[kemmañ]

  1. Ethnologue (2009) a ro 18,5 milion a dud evel yezh kentañ ha 15 milion evel eil yezh en Nigeria e 1991; 5,5 milion a dud evel yezh kentañ hagan hanter eve eil yezh en Niger e 2006, 0,8 milion er Benin e 2006, hag en tu all d'ur milion er broioù all.
  2. Njas.helsinki.fi
  3. Ethnorema.it
  4. arrêté 212-99 de la République du Niger



Gwelet ivez[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]