Kensonenn dre strakal

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Doareoù distagañ
Dre serriñ
Klikoù
Tarzhañ
Strakal
Entarzhañ
Fic'hal
Travat
C'hwitellat
Heson
Fri
Stlakat
Froumal
Tostaat
Linkus
Vogalennoù
Damvogalennoù
A-gostez

Er yezhoniezh e vez implijet an termen kensonenn dre strakal (saoz.: ejective consonant) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur gensonenn distaget dre serriñ an troc'h-avel war un dro.

Kensonennoù divouezh int atav.

Pa vezont distaget en un doare sklaer ec'h eo aes o anavezout. E yezhoù zo avat e vezont distaget en un doare gwan a-walc'h ha diaes e c'hell bezañ ober an diforc'h etre int ha kensonennoù dre serriñ plaen.

Merket e vez ar fed ma vez distaget ur gensonenn dre strakal hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel dre skrivañ ur skrap goude an arouezenn a diskwel pe hini eo al lec'h distagañ pennañ, da skouer [k’].

Kavet e vez stank seurt kensonennoù e reter ha su Afrika, kornôg ha gwalarn Norzhamerika ha kornôg Suamerika. En Europa ne vezont implijet nemet gant un nebeud yezhoù kaokazek. Ral-kenañ int e lec'hioù all dre ar bed.

Kensonennoù dre serriñ eo an darn vrasañ eus ar c'hensonennoù dre strakal implijet gant yezhoù komzet dre ar bed, ha [k’] eo an hini implijet an aliesañ. Ouzhpenn e vez kavet kensonennoù dre fic'hal ha - raloc'h - kensonennoù dre daravat distaget dre strakal ivez.


Kensonenn strakal dre serriñ:
[p’], d.s. en amhareg, skrivet Selaou 

  Kensonennoù Gwelit ivez: LFE, Vogalenn  
Skeventel Diweuz Gweuz-dent Dent Kevig Drekkevig Tro-gil Staon Drekstaon Huged Lañchenn Ankoue Troc’h-avel Nann-skeventel hag arouezennoù all
Dre fri m ɱ n ɳ ɲ ŋ ɴ Klikoù  ʘ ǀ ǃ ǂ ǁ
Dre serriñ p b t d ʈ ɖ c ɟ k ɡ q ɢ ʡ ʔ Entarzh.  ɓ ɗ ʄ ɠ ʛ
Dre daravat  ɸ β f v θ ð s z ʃ ʒ ʂ ʐ ç ʝ x ɣ χ ʁ ħ ʕ ʜ ʢ h ɦ Dre strakal 
Dre dostaat  β̞ ʋ ð̞ ɹ ɻ j ɰ A-gostez all  ɺ ɫ
Dre froumal ʙ r ʀ Kendistaget dre dostaat ʍ w ɥ
Dre stlakat ̟ⱱ̟ ɾ ɽ Kendistaget dre daravat ɕ ʑ ɧ
A-gostez dre daravat ɬ ɮ Dre fic'hal  ʦ ʣ ʧ ʤ
A-gostez dre dostaat l ɭ ʎ ʟ Kendistaget dre serr.  k͡p ɡ͡b ŋ͡m
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout.