Kenya

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Jamhuri ya Kenya
Republic of Kenya

Republik Kenya
Banniel Kenya Skoed-ardamez Kenya
Banniel Skoed-ardamez
Ger-stur: "Harambee"  (swahileg :
"Kenlabouromp")
Kan broadel: Ee Mungu Nguvu Yetu
"O Doue hon nerzh"
Lec'hiadur Kenya
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Nairobi


1°16′S 36°48′E

Yezh(où) ofisiel Swahileg, Saozneg1
Gouarnamant Republik
 - Prezidant Uhuru Kenyatta
Dizalc'h diouzh ar Rouantelezh Unanet 
 - Deiziad 12 a viz Kerzu 1963 
 - Republik embannet 12 a viz Kerzu 1964 
Gorread
 - Hollad 580.367 km² (47vet)
 - Dour (%) 2,3
Poblañs
 - istimadur Gouere 2005 34.707.8172 ()
 - niveradeg C’hwevrer 2007 31.138.735
 - Stankter 59/km² (140vet)
PDK (PGP) 2005 (istimadur)
 - Hollad $48,33 miliard (76vet)
 - Keidenn $1 445 (156vet)
FDD  (2004) Green Arrow Up.svg0.491 (izel) (152)
Moneiz Shilling Kenya (KES)
Gwerzhid-eur (UTC+3)
 - Hañv (Eur hañv) n'eus ket (UTC+3)
Kod kenrouedad .ke
Kod pellgomz +254
1 Hervez ar Vonreizh eus 1998 ez eo ar swahileg hag ar saozneg an div yezh ofisiel a c’heller ober ganto er Vodadenn Vroadel. Yezhoù all a gomzer er vro : Gĩkũyũ, luhya, luo, masaieg, meru, embu, arabeg, somalieg, hindeg
2> An istimadur-se a ra stad eus ar verventi dleet d’ar SIDA, zo uhel-mat er vro.

Kenya zo ur vro e reter Afrika. En-dro dezhi emañ Soudan ar Su hag Etiopia en norzh, Somalia ha Meurvor Indez er reter, Tanzania er su, hag Ouganda er c’hornôg. Nairobi eo ar gêr-benn.

Dont a ra anv ar vro eus hini ur menez, Menez Kenya, ar menez uhelañ er vro (5 199 m uhelder).

A-gozh eo annezet Kenya, peogwir ez eus bet kavet eno lod eus roudoù koshañ mab-den war an douar (korfoù-eskern "Australopithecus afarensis", a veve meur a vilion a vloavezhioù zo).

Dont a reas Kenya da vezañ un drevadenn europat e dibenn an XIXvet kantved, gant helebini etre Alamagn hag ar Rouantelezh Unanet evit lakaat o c’hrabanoù war domanioù sultaned Zanzibar. A-benn ar fin e voe savet "British East Africa" e 1895 ha trevadennerien deuet eus Breizh-Veur a grogas d’en em staliañ war an douaroù gwellañ. Etre 1952 ha 1959 e voe emgannoù kalet etre an emsaverien Mau Mau ha nerzhioù Breizh-Veur. Dont a reas Kenya da vezañ ur stad dizalc’h, a-benn ar fin, d’an 12 a viz Kerzu 1963.

Ar saozneg hag ar swahileg eo yezhoù ofisiel ar stad. Meur a yezh a gaozeer er vro, yezhoù eus familhoù disheñvel : yezhoù bantouek (evel ar gikouyoueg, al luhya…), yezhoù nilotek (evel ar masaieg, an tourkaneg…), yezhoù kouchitek (evel ar somalieg, an oromoeg,…).

Rannoù melestradurel[kemmañ]

Proviñsoù Kenya

Rannet eo Kenya en eizh proviñs :