Belize
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Belize zo ur vro e Kreizamerika, war aod ar Meurvor Atlantel. Un drevadenn saoz eo bet, hag anvet Honduras breizhveurat neuze. Brasjedet ez eus bet e oa 297,651 a dud e 2007.
Belmopan eo ar gêrbenn.
Saozneg eo ar yezh ofisiel. Anavezet eo ivez kreoleg ar vro hag ar spagnoleg. Met yezhoù indian hag afrikan a gomzer ivez.
Poblet eo gant diskennidi eus ar pobloù yoruba, sklaved afrikan degaset gant Spagnoliz ha Saozon, ha maya, mesket gant tud a orin spagnol, hag ivez indezat pe sinaat.
E-touez ar pobloù er vro-se eo bet brudet un tamm ar bobl garifuna ( war-dro 10% eus ar boblañs) gant ar c'haner Andy Palacio.
[kemmañ] Rannvroioù
Sede 6 distrig Belize :
- Belize District
- Cayo District
- Corozal District
- Orange Walk District
- Stann Creek District
- Toledo District
Rannet int en 31 bastell-vouezhiañ.
