Clipperton
Eus Wikipedia
Clipperton, pe Enez Clipperton, a zo un tiriad tramor e dalc'h Republik Frañs. Un atoll eo, an hini digenvesañ er bed war a lavarer. Emañ 1 250 km diouzh aodoù Bro-Vec'hiko. Mard eo bihan-bihan an atoll, 1,7 km² a zouaroù divor, ez eo bras-divent an takad armerzhel miret a zo en-dro dezhi: 435 612 km². Meret eo an tiriad-se war-eeun gant Ministrerezh an Douaroù Tramor eus ar Republik C'hall.