Enezenn

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask

Un enezenn zo un douar gronnet gant dour, gant ar mor peurvuiañ, met inizi zo ivez er stêrioù (evel enez sant Kado e stêr an Intel).

Inizi eo al liester eta, enezeier e yezh Bro-Leon a-wechoù. Enezourien e vez graet eus o annezerien.

Bihanoc'h eget ur c'hevandir ha brasoc'h eget ur garreg eo, koulskoude e kaver inizi bihan-tre a reer enezigoù anezho. Pa vez ur strollad inizi e komzer eus un enezeg.

Kavet e vez meur a seurt inizi hervez o stumm, o ment, o saviad hag o orin : enezennigoù, atolloù, inizi kevandirel, inizi er stêrioù, inizi war lennoù hag inizi tanveneziek. Bez ez eus inizi kalvezel ivez.

[kemmañ] Inizi kevandirel

Pa vez bras-divent an enezenn e vez graet enez kevandirel anezhi. Div enez kevandirel a zo war ar blanedenn Douar: Aostralia ha Greunland.

[kemmañ] Inizi er stêrioù

[kemmañ] Inizi kalvezel