Meurvor Habask

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask

Ar Meurvor Habask (Latin Mare Pacificum, un anv roet gant an ergerzher portugalat Fernan Magalhaes) eo an tolzennad dour brasañ er bed. Stumm ur c'helc'h en deus ar meurvor-se dre vras. Goleiñ a ra un drederenn eus gorread ar Voul-zouar gant e 179,7 milion km². Eus an Norzh betek ar Su ez eus war-dro 15.500 km eus Mor Bering e takad an Arktika betek Mor Ross en Antarctika.
Lod eus an douaroniourien a lavar ez eus ur meurvor trobolel, anvet Meurvor ar Su en-dro da Antarktika ha ne vefe ket ul lodenn eus ar meurvorioù all. Ledander hirañ ar Meurvor Habask a vez kavet war-dro 5° N ledred, e-lec'h ma tizh 19 800 km eus strizh-mor Malakka en Indonezia betek aod Kolombia. E foz Mariana emañ al lec'h gant an donder brasañ er bed, da lavaret eo 10 911 m.

War-dro 25 000 enezenn zo bet kontet er Meurvor Habask (muioc'h eget e-barzh an holl morioù asambles) hag an darnvuiañ anezho e Su ar c'heheder.


War marzhoù ar C'hornôg e kaver morioù bihan enklozet etre enezegoù bras : Mor Sulawezi, Mor koural, Mor Sina ar Reter, Mor Japan, Mor Sina ar Su, Mor Sulu, Mor Tasman hag ar Mor Melen. Strizh-mor Malakka a zo un harz etre ar Meurvor Habask hag Meurvor Indez koulz ha Tremen Drake ha strizh-mor Magalhaes a zo an dorioù d'ar Meurvor atlantel.


Da vezañ kendalc'het


[kemmañ] Porzhioù

[kemmañ] Liammoù diavaez