Sapporo

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
札幌
Sapporo

SapporoNight2004-11.jpg

Riez Japan
Rannvro Enez Hokkaido (北海道)
Kod post 〒060-XXXX
Kod pellgomz (81) 011/211/2111
Maer Fumio Ueda
Gorread 1 121.12 km²
Hed 141°21' E
Led 43°04' N
Poblañs 1 882 424 (2005)
Stankter 1 668/km²

Sapporo (札幌市; Sapporo-shi e japaneg) zo unan eus kêrioù bras Japan. E miz Ebrel 2005 e oa 1 864 352 den o chom eno. Emañ Sapporo en enez Hokkaido e hanternoz Bro-Japan. N’eo ket anv Sapporo ur ger japaneg met ur ger deuet eus an ainoueg, evel kalz anvioù-lec’h all eus enez Hokkaido. E-pad ar goañv e vez yen an amzer hag erc’h a ra bep bloaz. Setu perak e voe aozet C'hoarioù Olimpek 1972 e Sapporo. A-drugarez d’ar yenijenn e vez lidet eno ivez fest an erc'h a zo brudet-tre e Bro-Japan. Kizelladurioù erc’h pe skorn a vez savet a-ratozh evit ar fest-mañ. Brudetoc’h c’hoazh eo bier melen Sapporo a vez ezporzhiet er bed a-bezh.

Flag of Japan.svg Porched Japan ha sevenadur Japan – Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'e sevenadur.