Vladivostok

Eus Wikipedia
Gwel eus Vladivostok.
Pelec'h emañ Vladivostok.

Vladivostok (rusianeg: Владивосто́к; distaget: [vlədʲɪvɐˈstok]; sinaeg: 海参崴) a zo ur gêr eus Reter-Pellañ Rusia, lec'hiet war an aod, nepell diouzh an harzoù gant Sina ha Norzhkorea. Porzh brasañ Rusia war ar Meurvor Habask eo hag eno eo diazezet Lestraz Rusian ar Meurvor Habask (morlu). 605 049 a dud a oa o vevañ eno e 2019[1].

E 1859 e oa diazezet evel bon evit ar morlu. Treugiet eo gant Moskou hag Europa e 1903 gant an tren. Difennet eo d'an estrañjourien etre 1958 ha 1990. E 2012 e tegemer Emvod-uhel Takad Ekonomikel ar Meurvor Habask.

Tostoc'h emañ eus Seoul (744 km), Tokyo (1 067 km) ha Beijing (1 339 km) eget Moskou (6 434 km). Seizh gwerzhid-eur zo etrezo (UTC+11:00).

Kêrioù gevellet gant Vladivostok[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gevellet eo gant[2]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. Город Владивосток. Kavet : 28 June 2016.
  2. Города-побратимы
    (ru)
    . Vladivostok. Kavet : 2020-02-01.