Strizh-mor Malaka

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Emañ strizh-mor Malaka etre Ledenez Malaysia hag Indonezia (ul lodenn anezhi, Enez-Sumatra). Ul liamm etre Mor Andaman, ul lodenn eus Meurvor Indez, ha Mor Sina ar Su eo dre un tremen hir kenañ hag ar strizh-mor hirañ er bed eo: 800 km hirder zo dezhañ, hag etre 2 ha 350 km ledanded, met e anvet ar poentoù strishañ strizhoù-mor ivez ken ez eus ur strizh-mor Philips, ar poent strishañ a gaver e strizh-mor Singapour !

Ul lec'h treizhidell-mor eus ar pouezusañ er bed eo striz-mor Melaka pa vez implijet evit kas an darnvuiañ eus an tireoul o deus ezhomm Sina ha Japan, ar re-se e-touezh bevezerien vrasañ an energiezh. Daou borzh-kenwerzh bras a zo war e riblennoù, Malaka (Indonezia), ur gêr anvet Malakka pe Malacca e meur a yezh, ha Singapour, ar "geoded-riez", da-gentañ-holl.

Pouez douarstrategel[kemmañ]

Strizh-mor Malaka (e glas teñval)
Map of the Strait of Malacca-de.jpg

Un hent-mor strategel eo ar strizh-mor, kevatal e-keñver an treizhidell da Ganol Suez. Muioc'h eget 50 000 lestr a ya drezañ bep bloaz, da lavaret eo 20 pe 25% treizhidell-vor er bed hag an hanter eus an tireoul treuzdouget war vor.
Ul liamm bedel eo pa 'z eus 4 riez eus ar re galloudusañ ha plobetañ, tal e benn kornôg India ha Indonezia war e riblenn Su ha pelloc'h Sina ha Japan.

Kudennoù surentez a zeu bemdez diwar ar vorpreizherezh (morpreizherien a zo etre Malaysia ha Borneo) hag dreist-holl ez eus aon ma ve taget ul lestr bras gant sponterien : ken strizh eo ar ganol-vor en e greiz (ha n'eus nemet 25 m donded) ma vije posubl stankañ anezhañ evit pell hag e vije ur skoilh bras evit armerzh ar bed.