Kanol Suez

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kanol Suez, he lec'hiadur ha gwelet diouzh an oabl (skeudenn NASA)

Emañ Kanol Suez (arabeg: قناة السويس, Qanā al-Suways) en Egipt, e kornôg Ledenez Sinai. Kleuziet eo bet evit digeriñ un hent d'al listri etre Porzh Said (Būr Sa'īd) war vord ar Mor Kreizdouar ha Suez (al-Suways) war ar Mor Ruz. 163 km hed a zo gantañ gant div lodenn, unan e Hanternoz al Lenn C'hwerv Veur hag an eil er Su betek pleg-mor Suez.

Ledan a-walc'h eo evit daou lestr-samm da vont a bep tu ha kleuziet eo bet e diwezh an XIXvet kantved evit ma chomfe al listri hep merdeiñ tro-dro da Afrika a-bezh ha kinnig d'an dezougerezh war vor un hent berroc'h etre Europa hag Azia. A-raok e veze dezouget ar varc'hadourezh war douar eus an eil mor d'egile.

Pouezus-bras eo ar ganol evit ekonomiezh ar vro, hag an trede andon teulenn (arc'hant estren) eo evit Egipt.

Istor[kemmañ]

Henamzer[kemmañ]

Ur ganol kornôg-reter a zo bet kleuziet gant ar Faraon Senousret III (XIIvet tierniezh - war-dro 1850 kent Jezuz-Krist) eus ar stêr Nil betek Suez.

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.