Su
| Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn. |
Ar Su a zo unan eus ar pevar avel ha merket eo war an nadoz-vor. En tu kontrol d'an Norzh emañ hag e ra ankloù skouer gant ar C'hornôg hag ar Reter.
Ar C'hreisteiz a vez lavaret anezhañ ivez, diwar lec'hiadur an Heol d'an eur a greisteiz, met kement-mañ n'eo gwir, evit a sell an douaroniezh, nemet en hantervoul an Norzh, ha dreist-holl a-us Trovan ar C'hrank: en hantervoul ar su emañ an Heol en norzh da greisteiz.
Dre ur reolenn voutin e vez kempennet ar c'hartennoù evit ma vo d'an traoñ lodenn su an diriad a weler treset warno.
Emañ ar "Su douaroniel" e penn traoñ an ahel ma'z a ar voul-Douar da dreiñ en-dro dezhañ hag e vez ar pol Su eus ar poent-se. E kevandir Antarktika emañ.
Emañ ar "Su gwarellek" (pe vagnetek) e poent m'emañ ar pol Su gwarellek, da lavarout eo ar poent e-lec'h ma kaver ar brasañ nerzh gwarellek negativel. En Antarktika emañ ivez, un nebeud kantadoù a gilometradoù pelloc'h eget ar Su douaroniel.
Implijet e vez an termen Su evit menegiñ takadoù bras ha bihan hag a zo gwelet er Su gant an arseller. Dre hollegezh e vez termenet evel broioù ar C'hreisteiz ar re a zo e Su Norzhamerika hag Europa : alies ec'h intenter evel-se ez eus diforc'hioù e-keñver araokadur ar galvezoniezh. An darn vrasañ eus broioù ar Su a vez kavet en hemisferenn su.
Evel pep tu eus rod an avelioù e c'hell bezañ ar ger Su un anv, un anv-gwan hag un adverb, an daou ziwezhañ gant un s bihan.
Liammoù diavaez [kemmañ]
(fr) Pelec'h emañ an Heol da greisteiz e pep lec'h war an Douar? Skol-veur Naoned (e galleg)