Pevar avel
Eus Wikipedia
Ar pevar avel eo roudoù pennañ un nadoz-vor war ur gartenn douaroniezh: an Norzh, ar Reter, ar C'hornôg hag ar Su.
Taolenn |
Rod an avelioù [kemmañ]
Un nadoz-vor hag a ziskouez an eizh avel.
War ar c'hartennoù e vez treset rod an avelioù, peurliesañ, gant an Norzh war wel. gweloutac'haller avelioù hanterek ivez. (Neuze e komzer eus an eizh avel). En nec'h e weler an Norzh atav , pe dost.
| Berradur | Avel | Azimut |
|---|---|---|
| H | Norzh | 0° |
| Bz | Biz | 45° |
| R | Reter | 90° |
| Gv | Gevred | 135° |
| S | Su | 180° |
| Me | Mervent | 225° |
| K | Kornôg | 270° |
| Gw | Gwalarn | 315° |
| H | Norzh | 360° |
N.B. : Pa vez graet anvioù-gwan pe adverboù gant an avelioù, e vezont skrivet gant tallizherennoù bihan.
Anvioù all ar pevar avel [kemmañ]
An Norzh a vez graet anvioù all anezhañ ivez:
- an Hanternoz ;
- ar Sterenn ;
- ar C'hleiz ;
- ar Gougleiz (en henvrezhoneg).
Ar Reter a vez graet ar sav-heol anezhañ ivez .
Ar Su a vez graet anvioù all anezhañ ivez:
- ar C'hreistez ;
- an Dehoù ;
- an Dehoubarzh (en henvrezhoneg).
Ar C'hornôg (pe Gornaoueg) a vez graet ar c'huzh-heol anezhañ ivez.