Antarktika

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask
Antarktika gwelet eus an egor (skeudenn kenaozet)

Antartika a zo ur c'hevandir lec'hiet e pol Su an Douar, dizoloet e 1820 hepken. Peuzc'holoet eo a skorn, ha yen-sklas an hin enni.
Dindan 13,9 milion a km² emañ, ha bihanoc'h eo eget Afrika, an div Amerika hag Azia.
N’eus koulz lavaret tamm struzh ebet er c’hevandir-se. Loened a gaver war aod, ha peskedus eo ar morioù tro-dro.
N'eus den ebet o chom eno da vat. Ur mil den bennak a vez well-wazh o vevañ eno a-hed ar bloaz e diazlec'hioù skiantel. Hervez an emglevioù etrebroadel ne c'hell bezañ perc'hennet ar c'hevandir-se gant riez ebet. Disoudard eo ivez. Mad an denelezh eo.


Kevandirioù ha rannvedoù
LocationNorthAmerica.png
Norzhamerika
LocationEurope.png
Europa
LocationEurasia.png
Eurazia
LocationAsia.png
Azia
LocationBothAmerica.png
Amerikaoù
Eurasiaafrica.jpg
Eurafrazia
LocationOceania.png
Okeania
LocationAustralia.png
Aostralia
LocationSouthAmerica.png
Suamerika
LocationAfrica.png
Afrika
LocationAntarctica.png
Antarktika
Gourgevandirioù kozh :
Gondwana • Laurazia • Pangea • Rodinia

E yezhoù all