Norzhamerika
Eus Wikipedia
| Labour ’zo d’ober c’hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc’h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec’h reiñ hoc’h ali ha netra ken, grit ’ta e pajenn ar gaozeadenn. |
Kartenn Reter Norzhamerika XVIIIvet kantved
Norzhamerika a zo ur c'hevandir pe lodenn hanternoz kevandir Amerika, hervez ma kaver gwelloc'h.
Emañ er Reter d'ar Meurvor Habask hag er c'hornôg d'ar Meurvor Atlantel, er c'hreisteiz da Veurvor Arktika hag en hanternoz da Suamerika. E-keñver douaroniezh emañ Kreizamerika e-barzh Norzhamerika, met alies e vez lakaet a-gostez, koulz hag an Antilhez, dreist-holl pa vez kaoz eus sevenadur ha politikerezh.
Er c'hevandir-mañ e kaver teir stad, ec'hon-mat ha stank o foblañs :
- Kanada,
- d'ar vro-mañ ec'h aparchant inizi bras :
- Kornôg, Enez Vancouver hag Inizi Rouanez-Charlotte,
- Reter, Enez ar Priñs Edward, Douar-Nevez hag Enez ar C'hab-Breton, hag Enez Ellesmere,
- Norzh, Enez Baffin hag Enez Victoria;
- d'ar vro-mañ ec'h aparchant inizi bras :
- Stadoù-Unanet Amerika,
- dezho eo ivez Inizi an Aleouted hag Alaska ;
- Republik Mec'hiko.
Hag ivez tri ziriad:
- Greunland, un enezenn ec'hon hag a zo emren (e dalc'h Danmark);
- Sant-Pêr-ha-Mikelon, un enezeg vihan e dalc'h Frañs;
- Bermuda, un enezeg e dalc'h ar Rouantelezh Unanet.
Gwelet ivez [kemmañ]
| Kevandirioù ha rannvedoù | |||
Norzhamerika |
Europa |
Eurazia |
Azia |
Amerikaoù |
Eurafrazia |
Okeania |
Aostralia |
Suamerika |
Afrika |
Antarktika |
Gourgevandirioù kozh : Gondwana • Laurazia • Pangea • Rodinia |