Meurvor skornek Arktika

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Meurvor skornek Arktika

Meurvor skornek Arktika (pe Meurvor Arktika) en em led war 14 000 km2. Emañ etre ar Pol Norzh ha Kelc'h Arktika. Goloet eo an darnvuiañ anezhañ gant ar vorskorneg, dezhi ur gorread o kreskiñ-digreskiñ hervez ar c'houlzioù-amzer. N'eus harz ebet etre Meurvor Arktika hag ar Meurvor Atlantel na gant ar morioù a-hed Norvegia, Rusia hag Alaska : Mor Lincoln, Mor Barents, Mor Kara, Mor al Lapteved, Mor Reter Siberia ha Mor an Dchouchked) hag ivez Mor Beaufort a-hed Tiriadoù Norzh Kanada.

Emañ un nebeud enezegoù a kreiz ar meurvor : Novaya Zemlya (Rusia), inizi Svalbard (Norvegia), Enezeg Frañsez-Jozeb, Inizi Siberia-Nevez hag an Enezeg kanadian.

A-hed an aodoù n'eus ket kalz a dud o chom nemet e Norvegia hag e Gwalarn Rusia (Ledenez Kola gant Arc'hangelsk). E Siberia n'eus nemet geunioù ke eo kazi digenvez an aodoù.

Pa oa ar Brezel yen e oa an takad dindan an urzh milourel pa oa meur a ziaz-lu kostez an URSS koulz ha kostez Norvegia. Listri-spluj rusiat ha stadunanat a rae o ged-tro er meurvor a-bezh. E 1958 e reas un taol-kaer al lestr-spluj atomel stadunanat Nautilus pa dreizhas ar meurvor en ur splujañ dindan ar vorskorneg tev a zo dindan ar Pol Norzh.

E Gouere 2007 e kasas gouarnamant rusia ul lestr-spluj evit plantañ banniel Rusia e foñs ar meurvor, 4 000 m donder eno. Evit pouezañ war al lodenniñ pinvidigezhioù kuzhet an islonk da zont eo bet graet an dra-se p'eo ar vorskorneg o tigreskiñ dre efed tommadur hinad ar bed. Pep bro staliet war aodoù ar meurvor a reklemm e lodenn. Ar Stadoù-Unanet o deus embannet e tlefe bezañ un tremen etrevroadel Tremen ar Gwalarn, met n'eo ket a-du Kanada ha gouarnamant ar riez-se en deus embannet e stalio un diaz-lu nevez dindan un nebeud bloazioù evit e gontrolliñ just goude splujadenn ar Rusianed.

Sell ivez[kemmañ]