Aod

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Un aod traezh er Filipinez.

Ar riblennad douar a gaver a-hed ar mor eo an aod (pe an aot). Implijet e vez ribl ar mor hag arvor ivez. Evit ur stêr e komzer eus ar ribl pe eus he riblennoù, pe eus al lez.


Neuz an aodoù[kemmañ]

Meur a seurt aod a zo diwar morfologiezh an douaroù ma ya ar mor tost outo. M'eo plat an douar hag ar riblennad dindanvor tostañ e teuio d'an aod un neuz digor, met distabil d'an aliesañ pa vez kaset da vont pelloc'h ar mor gant an avelioù. Er c'hontrol m'eo an aod lec'h ma 'z eus un douar uheloc'h eget live ar mor re dost dezhi e c'hell homañ bezañ harzet gant tornaodoù reeier kalet. Met m'eo ar reier graet gant danvezioù bruzunabl e c'hell ar mor krignañ anezho ha lakaat tres an aod da gilañ war-zu an douar.
Pa ne c'hell ar mor krignañ ar reier, kaset e vez alies traezh ha bili gantañ ken e tastum ur riblenn douar nevez a-dal d'un tornaod marv.
Tres an aod a zo bet deuet evit ar brasañ gant al live krenn tizhet gant araogerezh ar mor divezhañ, an araogerezh dunkirkat (4vet kantved-5ved kantved), met diwar krignerezh ar mor koulz hag ijinerezh an Den eo bet kemmet neuz an aod e meur a lec'h. War aodoù plat Mor an Hanternoz p'en deus diskennet live ar mor er Grennamzer eo bet adtapet douaroù nevez gant an Izelvroiz, ar Saozon hag an Alamaned. Koulskoude e ya goustadik uheloc'h live ar mor hiziv ken e vez douaroù traezhennek hag darn an traezhennoù o-unan diskaret tamm ha tamm pa vez ruilh-diruilh ar gwagennoù poulzet gant ar c'horventennoù.

An aod vev[kemmañ]

Er morioù ma vez ul lanv (ur mare) e vez goloet ha dichalet ur riblennad etre live ar gourlenn ha live an daere, an aod bev a reer eus outañ. Pa vez dizolo e weler ar pezh a zo bet kaset gant al lanv deuet kent, al lanvad eo, graet gant polotennoù pe neudennadoù bezhin ha gouemon. Aze e vev plant-mor ha loenigoù-mor a c'hell bezañ dizoloet unan pe div wech an deiz. Un endro bevoniel pinvidik eo. Gant loenigoù dastumet war an aod bev, kresteneged peurvuiañ, e c'helle tennañ ur boued fonnus a-walc'h annezerien baour an aodoù (an aocherien, sell pelloc'h) a-raok kreiz an XXvet kantved.

Tud an aod[kemmañ]

Eus ar ger aod eo deveret ar verb aochañ, bageal pe besketa en ur chom tost d'an aod hag aocha, dastum boued-aod pe draoù mor e-tal an aod. Un aocher a c'hell bezañ pe un den o vevañ tost ouzh an aod pe ur vag pe ul lestr ha ne vez kaset pell diouzh an aod. Pa komzer eus an dud pe eus an traoù a zo tost an aod e vez graet an arvor eus an tiriadoù m'emaint warnañ. Peurliesañ e vez implijet aod evit an aod mor, da lavaret eo an aod e-tal an donvor p'eo an arvor evit un aod goudoret ivez (hini ur pleg-mor pe ur vorlenn).

Termenadur reizhel e-keñver ar gwir[kemmañ]

Kontrol d'an emglev a gaver etre ar skiantourien e sav diaesterioù e-touez ar wiraourien da dermeniñ an aodoù war kostez an douar peogwir e c'hell bezañ pouezus e-keñver an doareoù da gorvoiñ ar pinvidigezhioù war ar seizennad douar a gaver en o hed. Sellout ivez ouzh Dourioù etrebroadel.

Gerioù gant aod enno[kemmañ]

  • Aochad (aotad)
  • Aochañ, diaochañ.
  • Tornaod