Traezh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Traezh
Traezh

Ur c'harregad poultrennek ennañ silik eo an traezh (reizh gourel ha furm a-stroll ivez). Graet eo gant grouan bihan-tre dezhañ al liv gwenn pe velen. Kavet e vez a-hed an aod, dindan ar mor, er dourredennoù ha e lec'hioù'zo war an douar. Implijet e vez stank traezh evit ober simant, un danvez pennan evit ar saverezh

Stummoù douarel krouet diwar an traezh[kemmañ]

  • Traezh pe draezhennoù an aod

Tuchenn draezh a gaver paot a-hed aodoù'zo. Krouet e vez diwar an avel-mor o kas an traezh pelloc'h ken eo goloet lodennoù an douar. A-wechoù e vez graet eus ar ger tevenn evit he envel. (Sell ouzh Erdeven : Er devennn : erinioù e-leizh a zo di).

  • Erv-traezh

Er mor, en aberioù hag e stêrioù'zo e vez kavet reuzeulioù, da lavaret eo bernioù traezh. Dre ma vez lies donder an dourioù (koulz er mor hag er stêrioù) e vez alies ar reuzeulioù ur skoilh evit ar verdeadurezh pe ar vageerezh. Ur reizhiad merkoù a gave evit menegiñ an doñjer.

Seurtoù traezh[kemmañ]