Liv
| Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn. |
Evit lavarennoù all gant liv, sellet ouzh liv (disheñvelout)
Al liv a zo ur santad a zeu eus ar skinoù gouloù pa 'z eont da louc'hañ en organoù ar gweled, da lavarout eo an daoulagadoù, a-feur d'o hirder gwagenn.
Ur fenomenn fizik-ha-kimiek eo, liammet gant kediadurioù diniver ar gouloù hervez an hirderioù-gwagenn en deus e takad gwelus ar spektr elektromagnetek. Klevet e vez al livioù gant an dud hag al loened war-bouez o organoù gweled (lagadoù ha daoulagad) ken e c'hellont spurmantiñ gwelloc'h an traezoù hag an endro fizikel gant o neuzioù diouto o-unan diwar an diforc'hioù liv. Pep korf, pa vez ar gouloù o vont warnañ, a lonk un darn eus ar gwagennoù elektromagnetek tra ma'c'h adkas ar peurrest. Tuellet e vez ar gwagennoù adkaset d'al lagadoù ha treuzfurmet e livioù a genglot gant pep a hirder-gwagenn.
Daoulagad an dud ne c'hellont merzout al livioù nemet dindan gouloù splann a-walc'h, ken ne chom ken nemet al liv gwenn hag al "liv" du da vezañ merzet pa vez izel-kenañ ar gouloù.
Al liv gwenn a zeu eus an holl livioù lakaet asambles pa ne c'heller bezañ klevet an du nemet pa n'eus liv ebet. Lavaret a reer ez eus eus ul liv du evit abegoù pleustrek memes tra.
Gerioù gant ar ger liv enno [kemmañ]
- Livaj
- Livadur
- Livegenn
- Livek
- Liver
- Liverezh
- Livour
- Livouriezh
- Livus
- Disliv
- Morlivet
- Triliv
- Liesliv