Mor

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.

Ur rakger implijet e brezhoneg eo mor- ivez.

Ul ledennad dour-sall bras-tre eo ar mor (reizh gourel, liester morioù). Er ster hollekañ e c'holo ar mor an div drederenn eus ar voul-douar, strewet ennañ ar c'hevandirioù. Ar morioù brasañ etre ar c'hevandirioù a vez anvet meurvorioù.

En douaroniezh e vez roet ur ster strizh d'ul ledennad dour-sall bevennet tamm pe damm gant ar c'hevandirioù hag ez eus un nebeut morioù enklozet e-kreiz ur c'hevandir (Mor Aral, Mor Kaspia, ar Mor Marv). Dre astenn-ster e raer mor eus ul ledennad dour dous bras evit e dermeniñ evel brasoc'h eget al lennoù all : gwelet e vez evel ur mor diabarzh (Mor Galilea, Lenn Jeneva, Lenn Van, Lenn Poyang, Lenn Tai ha meur a lenn e Kanada, er Stadoù-Unanet) hag e-kreiz Azia ha Suamerika (Lenn Titicaca).

Koulskoude dre hevelebiezh ez eus morioù ha n'eus ket dour e-barzh, ar re a greder gwelet e planedennoù zo. War al Loar ez eus bet badezet meur a vor (da skouer, Mor ar Sioulded ha Mor ar Glaveier). Memestra evit ar blanedenn Meurzh.

Implijet e vez mor evit mareoù ar mor e-unan : setu ur mor mat (ul lanv mat)

Gerioù deveret[kemmañ]

E penn gerioù a denn d'ar mor e kaver ar rakger mor evit anv al loened-mor peurvuiañ. Skouerioù : morc'hast, morc'hwen, mordouseg, morgaoul, morgazh, morhoc'h, morlenn, morlaer, morlu, morskoul, morvarc'h, morvezegiezh, morvil.
E dibenn ar gerioù e c'heller kavout mor evel lostger ivez : bran-vor, donvor, izel-vor, ki-mor, kog-mor, kraoñ-mor, leue-mor, steredenn-vor, tramor.
Ar verb morañ a vez implijet evit lakaat ur vag da verdeiñ war ar mor ha divorañ eo ar c'hontrol : mont war an douar goude bageal. Dont war wel goude bezañ bet goloet gant ar mor eo ur ster all da divorañ.

Da vezañ kendalc'het

Anchor.svg Porched ar Mor – Sellit ouzh pennadoù Wikipedia a denn da bed ar mor.