Nitrat
An nitrat hag a oa anvet gwechall-gozh an nitr hag a oa alies heñvelster ouzh holen-moger a zo holenoù an trenkenn nitrek. Formulenn gimiek an ion nitrat a zo NO3-.
Nitrat en dour a vez merk saotradur dre al labour-douar (ludu), ar c'herioù (gwall mont-en-dro rouedadoù yac'haat) pe greanterezh. En Europa, an "directive Nitrates"a zo e fal digreskiñ ar saotradur-mañ.
E kalz a vroioù e rank an dourioù gouestlet da vezañ evet gant an den doujañ ouzh liveoù harzh (da skouer 50mg/l e Bro-C'hall pe Europa) evit bezañ graet dour-evadus anezho. ABY a ali chom hep mont en tu-hont da 25mg/l.
Arabat kemmeskañ nitrat gant nitrit NO2- holenoù an trenkenn nitrus hag a zo disoc'h reduktadur an nitrat gant bakteri a zere.
Implijoù [kemmañ]
Nitrat potasiom (holen-moger) zo implijet er poultr-tarzh
Nitrat sodiom (holen-moger eus ar Chili) ha Nitrat ammoniom zo implijet e temzoù zo.
Nitrat ammoniom mesket gant mazout a ya d'ober un danvez-tarzh galloudus met stabil hag a rank bezañ antellet evit tarzhañ.
Saotradur an dour gant an nitrat [kemmañ]
Nitrat hag eutrofeladur [kemmañ]
Evel ma oa bet diskouezhet splann (Lenn Valensia da skouer), ar fosfat eo an oberer pennañ evit eutrofelaat an dourioù dous war hir-dermen. An nitrat eo an eil oberer pouezus hag a zegouezh a-gevret alies en dourioù dous pe holenet sac'het pe nebeut adnevezet.