Trenkenn nitrek

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

An drenkenn nitrek pe trenkenn azotek zo ur genelfenn gimiek dourennek daskrignus-kenañ. Un drenkenn greñv eo, implijet peurliesañ e stumm un disolvadenn dourek, anvet peurliesañ dour-kreñv gant an hudstrilhourien ha goude gant an engraverien kouevr. Un elfenn eus ar glaveier trenk eo an drenkenn nitrek ivez. E formulenn zo HNO3.

Istor[kemmañ]

Kenaozet eo bet an drenkenn nitrek evit ar wezh kentañ e diwezh an VIIIvet kantved gant an hudstrilhour Jabir Ibn Hayyan o tommañ holen-moger KNO3 gant sulfat kouevr (CuSO4.5H2O) hag alum (KAl(SO4)2.12H2O). En XIIIvet kantved, Alberzh Veur a implijas anezhañ evit dispartiañ an aour diouzh an arc'hant.