Oksigen

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Nitrogen - Oksigen - Fluor

O
S

Taolenn beriodek, oksigen

An oksigen zo un elfenn gimiek hag a aparchant da skourr ar c'halkogenoù, 8 eo he niver atomek hag O hec'h arouez.

Dont a ra ar ger eus ar gresianeg oxys (trenkenn) ha gennan (genel).

Pa vez reizh ar gwrezverk hag ar wask eo an oksigen ur gaz diatomek: an dioksigen.

En aergelc'h e vez kavet an atom oksigen peurliesañ e stumm molekulennoù diatomek dioksigen hag a zo O2 o formulenn gimiek. Ar molekul ozon (trioksigen) zo ur gaz metastabil hag a gaver e gwiskadoù uhelañ an aergelc'h dreist-holl el lec'h ma sil darn eus ar skinoù uslimestra a zeu eus an Heol. Abaoe un nebeud dekvloaziadoù e kresk paoter an ozon en aer e live al leur abalamour da obererezh an Den. Produet e vez an ozon pa vez rannet an oksidennoù azot a vez taolet pa zev an treloskoù karrekaet e-pad an devezhioù tomm, dindan gwered skinoù uslimestra an Heol. Pistrius hag oksidus-kenañ eo an ozon.

Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv ~ Taolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok

Dmitriy Mendeleyev ~ Ernest Rutherford