Ozon

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.

An ozon a zo stumm triatomek an oksigen, dezhañ O2 e formulenn gimiek. Kavet e vez dindan ur gwrezverk hag ur wask reizh dindan stumm ur gaz graet gant molekulennoù triatomek. Ar perzh-mañ (d.l.e. kaout daou stumm nes) a zo da elfennoù kimiek zo a zo anv an allotropiezh.

Diskuliet eo bet e 1840 gant Christian Friedrich Schönbein hag hemañ en deus roet an anv gresianek evit ar c'hwezh (verb ozein) diwar ar c'hwezh a glever pa 'z eus arnevioù.

M'eo galloud pennañ an oksigen oksidañ metaloù zo, kalz brasoc'h eo hini an ozon evit e ober. Setu perak n'eo ket mat d'an dud e analañ. Ouzhpenn-se en deus an ozon ur c'hwezh fall awalc'h, tost ouzh hini ar c'hlor (hag hemañ a zo dañjerusoc'h e analañ c'hoazh).

Produadur an ozon[kemmañ]

Produet e vez an ozon diwar an oksigen dindan gwered an diskargoù tredan, an darnvuiañ dre ma eus kalz anezho en aergelc'h pa vez arnevioù. Pep fulenn a c'hell treuzfermiñ an oksigen d'an ozon ha setu perak eo deuet kefluskerioù tredan koulz dre darzh da vezañ abeg an ozon a glever e aergelc'h ar c'hêrioù a-wechoù. Met treuzfurmadur an nitrogen (NO2) produet gant trelosk an esañs er c'hefluskerioù dre darzh a zo ar vammenn all ken a ya uhel awalc'h kementadoù an ozon er straedoù strizh. Kredet eo abeg klañvedoù analañ evit meur a zen, ar re gozh dreist-holl.

Ar gwiskad ozon[kemmañ]

Un dalvoudegezh bras en deus an ozon pa ya darn anezhañ da vont uhel-tre en aergelc'h ken ez eus ur gwiskad tev tro-dro d'an Douar. Gwareziñ a ra ar gwiskad-se an holl vevien ouzh dañjer bras bezañ devet gant ar skinoù uslimestra a zeu a-gementadoù divent diouzh an Heol. Abaoe 1987 eo bet merzet ez eus toulloù bras e-barzh ar gwiskad, dreist-holl a-us d'ar Pol Su ha tro-war-dro (Antarktika, Suafrika, Aostralia hag inizi an takad). Evit gwir n'eo ket toulloù a zo bet mentet, met rouesadurioù (digresk an douester).
Krediñ a ra ar skiantourien e teu an dra eus produadur ar gazoù graet gant ar c'hlor fluokarbon (KFK) hag ar re-e a zo bet implijet kalz er yenerezed hag evit aozañ ar polistiren.

Implijoù an ozon[kemmañ]