Aostralia

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask

32px-Labour zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.

Emañ Aostralia, pe Commonwealth of Australia hervez hec'h anv riez en Emisferenn ar Su e Gevred Azia. Endalc'h a ra ar c'hevandir bihanañ a zo er bed ha meur a enezenn e Meurvor Indez, e Meurvor ar Su hag ar Meurvor Habask. Ar broioù amezek dezhi a zo Indonezia, Timor ar Reter ha Papoua-Ginea Nevez en Norzh, Inizi Salomon, Vanuatu ha tiriad gall Kaledonia-Nevez (Kanaky) er Biz ha Zeland-Nevez er Gevred.

E-pad 40 000 bloaz ne oa nemet Aostralianed a-orin (an Aborijened) o vevañ er c'hevandir a-bezh. Gweladennet e oa an tiriad gant pesketaerien eus an inizi tost, met ne dizhas an enezenn vras ergerzherien ha marc'hadourien europat nemet er XVIIvet kantved. E 1770 ec'h embannas Breizh-Veur he gwirioù war ar vro goude dilestrañ James Cook, met tizhet e oa bet Botany Bay gant Louis de Saint-Allouarn en e raok hep ma voe embannet an dalc'h e anv ar roue gall Loeiz XV. E 1788 e stalias Breizh-Veur un drevadenn anvet "Kembre-Nevez"' evit kas ar c'haleourien di. Kement a gresk a voe e niver ar boblañs ken e krouas ar Saozon trevadennoù roueel all a-hed an XIXvet kantved.

E 1901 e voe savet kevread Aostralia dre unvanidigezh 6 trevadenn bodet dindan an anv Commonwealth of Australia (Kenglad Aostralia) staget ouzh Rouantelezh Breizh-Veur. Ur gouarnamant dibar a zo bet staliet gant ur renad-parlamant hag ur vuhez politikel demokratel. Tizhet en deus ar boblañs 20,4 milion a dud, an darn-vuiañ anezho a zo o vevañ er c'hêrioù bras, an holl anezho war an aodoù. Ar c'hêrioù pennañ a zo Sydney, Melbourne, Brisbane, Perth hag Adelaide.

[kemmañ] Gerdarzh an anv

Dont a ra ar ger Aostralia eus al latin australis = eus ar c'hreisteiz. Kredet e veze er Grennamzer e c'hellje bezañ ur c'hevandir bennak er Su da Azia, met den ne ouie e pelec'h e oa.

[kemmañ] Banniel

Banniel Aostralia

Banniel Aostralia a oa bet dibabet gant ur genstrivadeg aozet e 1901, a c'houde adveret e 1909. Ar sterenn vras seizh barr dindan an UNION Jack, ne oa nemet c'hwec'h barr e orin, a arouezi c'hwec'h stad (Aostralia ar C'hornôg, Aostralia-ar c'hreisteiz, Queensland, Kembre ar Su , Tasmania ha Tiriad an Hanternoz. Ar pemp sterenn da zek eur rik a arouezi ar Groaz Su, ar steredeg hanterzouar kreisteiz.

[kemmañ] Pennadoù kar


Kevandirioù ha rannvedoù
LocationNorthAmerica.png
Norzhamerika
LocationEurope.png
Europa
LocationEurasia.png
Eurazia
LocationAsia.png
Azia
LocationBothAmerica.png
Amerikaoù
Eurasiaafrica.jpg
Eurafrazia
LocationOceania.png
Okeania
LocationAustralia.png
Aostralia
LocationSouthAmerica.png
Suamerika
LocationAfrica.png
Afrika
LocationAntarctica.png
Antarktika
Gourgevandirioù kozh :
Gondwana • Laurazia • Pangea • Rodinia

E yezhoù all