Enez Christmas (Aostralia)

Eus Wikipedia
Sed pelec’h emañ enez Christmas

Enez Christmas zo un enezenn e reter Meurvor Indez, stag ent-politikel ouzh Aostralia gant ur statud "tiriad". Emañ war-hed 2 360 km er gwalarn da gêr Perth (Western Australia) ha war-hed 500 km er su da Jakarta, kêr-benn Indonezia.

Annezet eo gant 70% a Sinaiz, 20% a dud wenn ha 10% a Valeziz. Meur a relijion a gaver gant an dud : 36% anezho zo boudaiz, 25% muzulmiz, 18% kristenien, 15% daoidi. Ar saozneg eo ar yezh ofisiel, met kaozeet e vez sinaeg ha malezeg gant an dud ivez.

Un drevadenn saoz e oa enez Christmas en XIXvet kantved hag en XXvet kantved. E-pad an Eil Brezel-bed e voe aloubet gant arme Japan, abalamour ma kaver mengleuzioù fosfat enni. E 1957 e voe dilezet gant ar Rouantelezh Unanet ha fiziet en Aostralia. Abaoe ez eo un tiriad stag ouzh Aostralia.

Banniel an tiriad.


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.