Melbourne
Eus Wikipedia
-
Gant ar ger "Melbourne" e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Melbourne (disheñvelout).
Melbourne (distaget [ˈmelbən] e saozneg) zo unan eus kêrioù brasañ Aostralia ha kêr-benn stad Victoria.
En em astenn a ra Melbourne war 1.705 km² ha reiñ a ra bod da 3.384.671 a annezidi (e 2005). Gant se ez eo an eil kêr vrasañ en Aostralia (goude Sydney). Emañ war aod kreisteiz ar vro, war ribl bae Port Phillip.
Diazezet e oa bet gant trevadennerien deuet eus Europa e 1835.
E 1956 e oa bet degemeret ar C'hoarioù Olimpek e Melbourne. Degemer a ra ivez bep bloaz Priz Bras Aostralia e Formulenn 1 abaoe 1996.
Kêrioù gevellet [kemmañ]
Osaka, Japan (1978)
Tianjin, Republik Pobl Sina (1980)
Thessaloniki, Gres (1984)
Boston, Stadoù Unanet (1985)
Sant-Petersbourg, Rusia (1989)
Milano, Italia (2004)