Formulenn 1
Ar Formulenn 1, pe F1 zo ur sport kirri redet er bed holl. Brudet-tre eo an F1, evel ar C'hoarioù Olimpek pe Kib vell-droad ar bed[1]. Aet eo ar maout gant Sebastian Vettel ha gant ar skipailh Red Bull-Renault er mare 2011.
Bep bloaz e vez redet ur gevezadeg ar vlenierien (abaoe 1950) hag ur gevezadeg ar saverien (abaoe 1958) gant kirri un-plas ha war troioù serret ha peurbad, met a-wechoù war troioù amzeriat evel Monaco.
Renet e vez ar sport-se gant ar FIA, a skriv a reolennoù gant ar skipailhoù, meret e vez gant ar FOA ha kevredigezhioù-all renet gant Bernie Ecclestone. Goude bezañ redet gant saverien kirri bras pe bihan a zo ur mare renet gant "artizaned" saoz betek ar bloavezhioù 1980, a-raok dedennañ ur wech all ar saverien bras, dedennet gant an askouezhioù mediaouek. Studiet e vez e Formulenn 1 teknikoù eus an teknologiezhioù egor a c'hall dont war ar kirri boutin.
Ar ger Formulenn 1 a c'hall bezañ ar gevezadeg met ivez reolennoù teknikel ar kirri un-plas hag a zo adwelet gant ar FIA bep bloaz. Strizh-tre eo ar reolennoù-se war mentoù ar c'harr, sailhad ar c'hefluskerioù, an teknikoù implijet evit sevel ar c'harr. Diwar-benn savete ar blenier a zo ar reolennoù-se ivez. Graet eo vez Formulennoù 1 ar kirri a red dindan ar reolennoù-se.
Taolenn |
Istor [kemmañ]
Emañ orin ar Formulenn 1 er redadegoù kirri eus mare kentañ an XXvet kantved, gant ar redadegoù etre kêrioù. Etre an daou vrezel e oa ur seurt Henamzer eus ar Formulenn 1, gant redadegoù war troioù serret hag ar saverien Mercedes hag Alfa Romeo da skouer. N'eo avat nemet goude an Eil Brezel-bed a oa bet ijinet reolennoù nevez evit ur rummad dreist war ar redadegoù kirri, er bloavezh 1946. 1950 eo bloavezh ar c'hevezadeg kentañ.
Ar bloavezhioù kentañ [kemmañ]
Ar Priz Bras kentañ eo hini Priz Bras Breizh-Veur[2] redet war tro Silverstone e Bro-Saoz d'ar Sadorn 13 a viz Mae 1950. Krouet ez eus bet ur gevezadeg gant meur a dro european, redet dindan reolennoù ar Formulenn 1 hag ur redadeg er Stadoù-Unanet gant redadeg brudet an Indianapolis 500, daoust ma oa redet honnezh dindan reolennoù all.
Krouet eo bet ar gevezadeg e-barzh un Europa a oa oc'h adsevel, ha neuze en em harp war skipailhoù ha kirri eus ar bloavezhioù 1930. Ijinet e 1937, an Alfa Romeo 158 a vestroni ar redadegoù kentañ hag he blenier Giuseppe Farina a c'hounez ar gevezadeg kentañ. An eil Priz Bras a wel redadenn gentañ ar Scuderia Ferrari a zo c'hoazh er F1 bremañ. Ar skipailh-se a c'hounez ar gevezadeg div wech e 1952 hag e 1953 gant Alberto Ascari dindan reolennoù ar Formulenn 2, met ar bloavezhioù-se zo mestroniet gant ar blenier arc'hantiniz Juan Manuel Fangio a c'hounez e 1951 gant Alfa Romeo, e 1954 gant Maserati ha Mercedes, e 1955 gant Mercedes, e 1956 gant Ferrari hag e 1957 gant Maserati adarre.
Amzer ar "C'harajisted" [kemmañ]
Gant ar bloavezhioù 1960 e krog ur mare nevez mestroniet gant skipailhoù ha blenierien saoz a ginnig doareoù nevez da sevel kirri, d'ober redadegoù ha memes da werzhañ plas war ar c'harr. Gant rener ar Scuderia Ferrari Enzo Ferrari e vez graet, gant un tamm goap, "Garajisted" eus ar saverien ha skipailhoù nevez-se, peogwir ne savont ket alies o c'hirri met bodenniñ a reont. Met mare ar saverien vras a zo echu hag ar skipailhoù bihan-bihan-se a vestr ar bloavezhioù-se o pouezañ war ar c'hastelloù-karr. Ijinour Colin Chapman hag e skipailh Team Lotus a zeu eus ar mare-mañ, gant soñjoù ijinek, evel ar c'hastell-karr unkouc'h war e Lotus 25. Blenierien brudet ar mare-se eo Mike Hawthorn, Jack Brabham a zo ar blenier kentañ en deus gounezet ur gevezadeg war e garr-eñ, ha dreist-holl ar Skosed Jim Clark ha Jackie Stewart.
Finn ar bloavezhioù 1960 a verk ivez un nebeut cheñchamant diwar-benn natur ar F1. Divizout a ra ar CSI, an aozadur a ren ar redadegoù kirri, da aotreiñ ar sponsorañ a-benn rentañ fas d'ar c'houstoù o vrasaat. An hini kentañ eo Team Lotus da leuskel e lifre British Racing Green evit livioù ruz hag aour Gold Leaf. Cheñchamantoù zo ivez war ar girri. A-benn mirout ar girri war al leur eo ret leuriañ ar c'harr gant an aer, ha setu perak eo bet ijinet angelloù huhel ha dañjerus. Goude meur a wallzarvoud eo bet divizet da ober angelloù izel a verko skeudenn ar F1.
Neuze a gresk kalz ha buan kasadennoù ar kirri, a zeu da vezañ diaesoc'h da vleniañ ha mervel a ra meur a vlenierien e-pad ur redadeg pe esaeoù, evel Jim Clark, Wolfgang von Trips ha setu perak e vez anavezet ar bloavezhioù evel bloavezhioù du evit ar Formulenn 1. An istor divinadellek zo istor Jochen Rindt, un aostriz a rede gant Lotus war e Lotus 72 dispac'hel, gant distanerioù e-kostez (a ziskouez framm kirri F1 an dazont) da skouer. Marvet eo Jochen Rindt e-pad esaeoù Priz Bras Italia 1970 pa oa penn ar c'hevezadeg. N'hallint ket ar re all merkañ muioc'h a boentoù egetañ, ha neuze e teuio Jochen Rindt an hini gentañ kampion dalif. Gant ar Skosiz Jackie Stewart e vez cheñchet an traoù hag e vez soñjet muioc'h diwar benn savete.
Lod gentañ a bloavezhioù 1970 a zo bet mestroniet dre vras gant Lotus hag Emerson Fittipaldi hag ivez gant Jackie Stewart a gounez teir wech gant Matra ha Tyrell. Kregiñ a ra ivez McLaren da c'hounit redadegoù ha goude un titl e 1974 gant Emerson Fittipaldi a-raok e tistro Ferrari e 1975 gant un titl gounezet gant Niki Lauda. Gounit a ra James Hunt gant McLaren an titl ar bloaz goude, ur bloaz merket gant gwallzarvoud spontus Nikki Lauda war an dro Nordschleife.
Nevezadennoù teknikel bras zo bet ijinet en eil lod ar bloavezhioù 1970, a-wechoù dreist, a-wechoù hep dazont, evel an hini kinniget gant Tyrell a ziskuzh e bP34 e 1976, ur c'harr gant c'hwec'h rod. Daoust un trec'h gant Jody Scheckter ne vez ket bet miret an direustl-se. Un dra all eo Wing car Lotus (pe Karr askell), krouet e 1977. Mestroniet eo ar c'hevezadeg 1978 gantañ hag ar blenier amerikan Mario Andretti. Implijet eo gwelloc'h an aer a ya war-dro ar c'harr gant ur sistem nevez a implij ul leur efed. 1977 a sell ivez redadeg kentañ Renault gant ur c'heflusker mod nevez, ur c'heflusker turbo a vestronio ar Formulenn 1 e-pad dek vloaz bennak.
An aez bras [kemmañ]
Difennet eo ar Wing car e 1983 pa vez degemeret ar c'hefluskerioù turbo hag ar saverien bras daoust ma oa disfiz gant ar skipailhoù saoz da gentañ. Dont a ra ar saverien bras da vezañ kevelerien d'ar skipailhoù, Brabham (renet gant Bernie Ecclestone a zo e penn ar FOCA) gant BMW, goude 1982, McLaren gant Porsche ha Williams gant Honda. Gounezet eo bet an titl saverien kentañ gant ur c'heflusker turbo e 1982 gant Ferrari, daoust ma ya titl ar vlenierien gant Keke Rosberg, en deus ur c'heflusker Cosworth aergelc'h. Nelson Piquet eo an hini kentañ a c'hounez un titl gant ur c'heflusker turbo, gant e Vrabham-BMW. Mestroniet eo ar bloavezhioù-se gant McLaren-Porsche Niki Lauda hag Alain Prost, ha goude-se gant Honda da gentañ gant Williams, gant Nelson Piquet, ha goude gant McLaren hag Alain Prost hag Ayrton Senna a c'hounez e ditl kentañ e 1988.
Abalamour d'o galloudegezh re vras eo berzet ar c'hefluskerioù turbo e 1989, ar pezh a zedenn skipailhoù bihan evel ar Scuderia Italia, Pacific Racing h.a., hag a bren kefluskerioù marc'had mat, pourchaset gant Judd ha Cosworth, ar pezh ne cheñch ket mestroni ar skipailhoù bras, skoret gant ar saverien bras, McLaren gant Honda, Williams gant Renault, Ferrari, ha Benetton gant Ford. Daoust ma'z eus ur stourm bras etre e daou vlenier, Ayrton Senna hag Alain Prost, e vestroni McLaren ar bloavezh 1989 gant titl Prost, a ya kuit da Ferrari. Gounit a ra Senna daou ditl lerc'h-ouzh-lerc'h, ouzh Prost, daoust d'e gudennoù gant Ferrari e 1990, hag ouzh ar vlenierien Williams-Renault, ur skipailh a vestroni skoazelloù elektronek an doare vleniañ. Gounit a ra Williams e 1992 ha 1993 gant Nigel Mansell hag Alain Prost, a ya war e leve goude-se.
Gortozet-tre eo bloavezh 1994 gant keñverata ar c'hampion tripl Ayrton Senna, aet kuit da Williams-Renault, ouzh ar blenier yaouank Michael Schumacher, a red gant Benetton-Ford, ha gant difenn ar skoazelloù elektronek. Kregiñ a ra ar bloavezh en un doare euzhus koulskoude, e San Marino, pa varv Roland Ratzenberger d'ar Sadorn e-pad an abadenn titriñ, ha d'ar Sul Ayrton Senna e-pad ar redadeg. Ar re gentañ int o vervel e-pad ur redadeg abaoe 1982 ha Gilles Villeneuve ha Riccardo Paletti. Goulennet ez eus bet gant ar FIA muioc'h a savete goude-se, peogwir e vez sellet ouzh ar FIA da vezañ kiriek d'an afer-se. Abaoe 1994 n'eus bet nemet daou zaou o vervel, ur paotr-an-tan e 2000 hag ur c'homiser e 2001, abalamour da dorradoù goude gwallzarvoudoù.
Gant Michael Schumacher e ya ar maout e 1994 ha 1995, ouzh Damon Hill a red gant Williams-Renault, a gas ivez ar Benettonoù e 1995. Mont a ra Schumacher kuit d'ar Scuderia Ferrari a zo oc'h ober e adframmiñ, ar pezh a wana Benetton a c'hopr Jean Alesi ha Gerhard Berger. Williams ha Renault a vestroni an daou vloaz war-lerc'h gant titloù Damon Hill ha Jacques Villeneuve, mab Gilles Villeneuve, met disparti Adrian Newey, pennijinour war an aerodinamek, ne ra ket vad d'ar skipailh saoz. Mika Häkkinen ha McLaren-Mercedes, sikouret gant kirri treset gant Adrian Newey a c'hounez kevezadegoù 1998 ha 1999 ouzh Michael Schumacher a-c'houde Eddie Irvine, war Ferrari.
Distro ar saverien bras [kemmañ]
Al labour graet abaoe 1993 gant Jean Todt war ar skipailh Ferrari a ra un disoc'h vat e 1999 gant titl ar saverien. Tutaet eo bet Michael Schumacher evit bleniañ ar c'harr, hag an ijinourien Ross Brawn ha Rory Byrne. Krog eo gant an titl-se ur mare mestroniet gant ar Scuderia gant pemp titl ar vlenierien gounezet gant Schumacher e 2000, 2001, 2002, 2003 ha 2004, hag pemp titl ar saverien ivez. Ar bloavezhioù 2002, gant 11 trec'h Schumacher ha 2004, gant 13 trec'h Schumacher zo a re vestronietañ. Dibab a ra meur a wech ar FIA cheñch ar reolennoù sportel evit kaout muioc'h a arvest.
Muioc'h a empleg ar saverien bras a zo e-pad ar mare-se. A-raok ne oant nemet saver keflusker evit saverien kastell-karr saoz met krog int da adprenañ skipailhoù, evel Ford a adpren Stewart Grand Prix e 1999 evit sevel Jaguar Racing, Renault a adpren Benetton Formula e 2000 evit adsevel Renault F1 Team e 2002, Honda a adpren British American Racing e 2005, BMW a adpren Sauber e 2005 ivez, pa grou Toyota e skipailh-eñ. Dont a ra Mercedes-Benz da vezañ kevranneg muianiverek McLaren Racing. Merket eo ar mare-se ivez gant troiadoù ha broioù nevez o tegemer ar Formulenn 1, Malaysia e 1999, Bahrein ha Sina e 2004, Turkia e 2005. Burutellet eo an troiadoù nevez savet gant Hermann Tilke pa goll ar F1 e Brizioù Bras istorel. Kreskiñ a ra niver ar Prizioù Bras ivez betek 19, ar pezh a zo ur rekord.
2003 a verk diveuz blenierien nevez evel Kimi Räikkönen, Fernando Alonso ha Jenson Button a roio poan da Schumacher e-pad ar bloavezhioù a teuio. Kenderc'hel a ra Juan-Pablo Montoya d'ober un tammig berzh gant Williams. Echuiñ a ra Alonso mare pennadurezh Ferrari ha Schumacher o c'hounit div wech an titl e 2005 ha 2006. Renault a zeu da vezañ saver hollek kentañ titlet e Formulenn 1. Erru eo Red Bull e 2005 o adprenañ Jaguar evit ober e skipailh-eñ, a-raok adprenañ Minardi evit sevel ur skipailh evit ar vlenierien yaouank, ar Scuderia Toro Rosso (Skipailh Tarv Ruz e brezhoneg). Räikkönen a heulio e 2007 gant ar Scuderia, bloavezh e vez gwelet kregiñ Sebastian Vettel, ha Lewis Hamilton a roio un titl da VcLaren e 2008 evit e eil vloavezh.
Cheñchamantoù evit ur mare-nevez [kemmañ]
Kregiñ a ra ar saverien bras o deus kemeret perzh e-barzh ar Formulenn 1 dek vloaz zo, evel Honda, BMW, Toyota, da vont kuit etre 2008 ha 2009, pa wezh Renault e skipailh da Genii Capital, ur foñs postañ eus Luksembourg, o virout e anv e-pad daou vloaz, a-greiz ma klask Genii tostaat da Lotus Cars evit sevel Lotus F1 Team. Chom a ra Renault e Formulenn 1 evel saver keflusker. Mercedes-Benz eo ar saver-kirri nemetañ a adprenañ ur skipailh evit sevel e skipailh-eñ. Skipailhoù prevet a zo bet krouet ivez e-pad ar mare-se evel Caterham F1 Team, Marussia F1 Team hag HRT F1 Team, pa zistro Sauber e 2010.
Un nebeut a cheñchamantoù a zo bet divizet da ober, evel krouiñ ar C'HERS, distro ar bandennoù-rod slick, cheñchamantoù aerodinamik, hag ur c'hoant dispignat nebeutoc'h a arc'hant. Merket e vez ar gevezadeg 2009 gant ur brezel FIA-FOTA nevez diwar-benn benn ar poent diwezhañ. Prezidant ar FIA, Max Mosley en doa divizet ober ur budjed bevennet evit 2010, ar pezh ne fell ket d'ar skipailhoù, a c'hourdrouz da sevel ur gevezadeg FOTA. Dilezelet eo bet soñj Max Mosley ne glask ket ober ur respet nevez. Dilennet eo bet Jean Todt e penn ar FIA. Arabat eo ar pourvezadurioù e 2010 ha krouet eo bet ar sistem DRS e 2011.
Cheñch a ra ivez ar renkadurezh gant titloù Brawn GP ha Jenson Button e 2009 ha titloù Red Bull-Renault ha Sebastian Vettel e 2010, 2011. Redek a ra Fernando Alonso evit Ferrari pa zistro Michael Schumacher gant Mercedes. Dibabet e vez Pirelli e 2011 evit erlec'hiañ Bridgestone ha reiñ bandennoù-rod d'ar skipailhoù. Merket e vez 2011 gant brezel Team Lotus ouzh Lotus Renault GP ha Lotus Cars evit gouzout da biv eo ar wir da reiñ anv Lotus d'e skipailh. Dibab a ra ar justis emañ ar wir d'an daou, met un emglev zo bet kavet etre Tony Fernandes, penn Team Lotus ha Lotus Cars.
Tudennoù a-bouez [kemmañ]
Blenierien [kemmañ]
Eus mare kentañ ar Formulenn 1 e chom un nebeud anvioù evel hini Juan Manuel Fangio, ar pemp gwech kampion kentañ, gant skipailhoù evel Alfa Romeo, Maserati, Mercedes hag ivez gant Ferrari. Redet en doa gant Alberto Ascari pe Stirling Moss, lesanvet ar c'hampion digurunenn peogwir e oa bet gwelet evel an hini gwellañ hep gounit ur gevezadeg bennak. Mike Hawthorn, kampion 1958, zo a-bouez ivez evit e stourm gant Michael Collins e vignon war Ferrari. E-pad ar bloavezhioù 1960 a rede Jack Brabham, an hini kentañ en deus gounezet war e garr-eñ, Phil Hill, Graham Hill a zo dezhañ ar gurunenn dripl, ha Jim Clark a zo welet evel unan eus ar vlenierien gwellañ e istor ar F1.
Roll al loreidi [kemmañ]
Tro dro ar redadeg [kemmañ]
Prizioù Bras [kemmañ]
Goude fin ar bloavezh 2011 ez eo 858 redadeg (847 Priz Bras hag 11 abadenn an Indianapolis 500) — redet gant 723 blenier gant 36 broadelezh disheñvel — a zo bet redet e-pad ar gevezadeg bed :
- 84 etre 1950 ha 1959 ;
- 100 etre 1960 ha 1969 ;
- 144 etre 1970 ha 1979 ;
- 156 etre 1980 ha 1989 ;
- 162 etre 1990 ha 1999 ;
- 174 etre 2000 ha 2009.
Adalek 1950 en doa anavezet ar Formulenn 1 daou-ugent Priz Bras disheñvel, war pemp kevandir. 20 a vez redet c'hoazh e 2012, ar re all ne vezont ket redet ken, pe a gendalc'hmet en ur vezañ er-maez eus ar Formulenn 1, evel an Indianapolis 500 a veze redet e-pad ar bloavezhioù 1950 daoust ma vezent redet gant reolennoù ha kirri disheñvel diouzh re ar Formulenn 1.
Bandennoù-rod [kemmañ]
Ar bandennoù-rod a zo un dra a-bouez evit ar kirri peogwir eo ar pezh nemetañ e-barzh ar c'harr a zo stok ouzh an hent. Ar bandennoù-rod e Formulenn 1 a zo teneroc'h eget re ar c'hirri boas, a zo int-i graet evit padout. Ar reolennoù a zo bremañ a vount war ar vlenierien da redek gant an daou seurt bandennoù-rod roet gant ar saver bandennoù-rod e-pad ar redadeg, nemet ma ra glav.
Meur a saver bandennoù-rod o deus redet e Formulenn 1, a-wechoù o-unan, a-wechoù ouzh reoù all. Pirelli a zo ar saver bandennoù-rod a labour evit ar F1 abaoe 2011.
| Saver bandennoù-rod | Broadelezh | Mareoù | Niverenn ar PB | Trec'hioù | Titloù ar vlenierien | Titloù ar saverien |
|---|---|---|---|---|---|---|
| Avon | 1954, 1956-1957, 1959, 1981 | 29 | 0 | 0 | 0 | |
| Bridgestone | 1976-1977, 1997-2010 | 244 | 175 | 11 | 11 | |
| Continental | 1954-1955, 1958 | 13 | 10 | 2 | 0 | |
| Dunlop | 1950-1970, 1976-1977 | 175 | 83 | 8 | 9 | |
| Englebert | 1950-1958 | 61 | 8 | 2 | 0 | |
| Firestone | 1950-1960, 1966-1974 | 121 | 49 | 4 | 3 | |
| Goodyear | 1967-1998 | 494 | 368 | 24 | 26 | |
| Michelin | 1977-1984, 2001-2006 | 215 | 102 | 6 | 4 | |
| Pirelli | 1950-1958, 1981-1986, 1989-1991, 2011-2012 | 223 | 67 | 7 | 1 |
Eneberezh ouzh ar Formulenn 1 [kemmañ]
Evel evit pep sport redadegoù kirri ez eus tud oc'h enebiñ ouzh ar Formulenn 1. Gwallzarvoud bras 24 eurvezh ar Mañs 1955[4]en deus lañset ul lusk a-enep ar redadegoù kirri, o lakaat meur a Stad da verzañ anezho. Difennet eo c'hoazh e Suis da skouer[5],[6]. Tamallet e oa bet levezon ar redadegoù war ar savete war an hentoù, da skouer dre lakaat war o c'hont tizh ar kirri hag ar vlenierien[7], daoust ma n'eus ostilh ebet evit muzuliañ levezon ar redadegoù kirri e savete an hentoù hag emzalc'h ar vlenierien[8].
Evel meur a sport all eo bet brudet e-pad pell ar butun e bed ar Formulenn 1[9].
Ar re enebet ouzh ar Formulenn 1 a ziskouez alies he levezon war an endro[10]. Evit gwir o deus ar redadegoù kirri ul levezon war an endro dre veveziñ esañs ha bandennoù-rod, dre ar beajoù tro-dro d'ar bed, sevel an troiadoù, ur saotradur trouz a zo ivez. Koulskoude e klask ar Formulenn 1 bezañ ekologeloc'h dre implijout muioc'h a dredan, o'n em soñjal gwelloc'h war ar beajiñ ha penaos strollañ deiziadoù ar Prizioù Bras a zo e memes kornadoù eus ar bed[11].
Notennoù ha daveoù [kemmañ]
- ↑ (en) F1 viewing figures drop, war BBC News
- ↑ (en) Grand Prix automobile de Grande-Bretagne 1950, war GrandPrix.com
- ↑ (en) 2012 FIA Formula One World Championship Race Calendar - formula1.com
- ↑ (en) 1955: Le Mans disaster claims 77 lives, war bbc.co.uk
- ↑ (fr) Kendalc'het e vo da zifenn ar redadegoù kirri - Keleier evit ar mediaoù, Auto Sport Suisse, 10 a viz Even 2009 PDF
- ↑ (fr) Mercedes et Fangio « über alles », gant Pierre Ménard, tevrenn 1 p.24
- ↑ (fr) NON A LA F1 DIMANCHE A LYON !, war casseursdepub.org
- ↑ (fr) Suisse, Initiative parlementaire pour lever l’interdiction des courses de Formule 1, Rapport de la Commission des transports et des télécommunications du Conseil national du 22 novembre 2005, war admin.ch PDF
- ↑ (fr) La Formule 1 sommée de rompre avec les cigarettiers, Le Monde, 3 a viz Gwengolo 2005
- ↑ (fr) Suis : ar redadegoù kirri e-kreiz ar breud foran, war caradisiac.com
- ↑ (en) Traoù a ra ar redadegoù kirri evit kaout nebeutoc'h a levezon war an endro
Levrlennadur [kemmañ]
E galleg [kemmañ]
- Johnny Rives, Gérard Flocon, Christian Moity, La fabuleuse histoire de la formule 1 des origines à nos jours, Nathan, 1991
Liammoù diavaez [kemmañ]
- (en) Lec'hienn ofisiel
| Porched ar Formulenn 1 – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn ar Formulenn 1. |