Skinwel

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Ur skinweler kozh (1958)

Ar skinwel a zo un teknik dezhañ e bal treuzkas, dre orjal pe dre wagennoù skindredanel, skeudennoù fiñv pe arvestoù bev, a-gevret gant ur son peurvuiañ, da vezañ gwelet war ar prim war ur skramm, keñver un ardivink resever a reer skinweler anezhañ.

Orin ar ger[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

skin + gwel evit treuzskrivañ ar galleg radio(télé)vision. Kavet e vez ivez an televizion hag ar bellwelerez. Gerioù nes : skignerezh, skingaser, skingasadenn, skingomz, skinpeul.

Istor ar gavadenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ret e voe kavout un tu da dreuskas, dre ur red-tredan pe dre ur skin, elfennoù ur skeudenn lerc'h ouzh lerc'h goude bezañ o dezrannet poent ha poent, linenn ha linenn.
En deroù e voe embreget ur wikefre a-benn ergerzhet un teskad marellek a gelloù fototredanek, met kavet e voe un doare efedusoc'h en ur skannañ anezho gant ur feskennig elektronioù.

Ar marelladur a zo bet deskrivet gant George R. Carey (Amerikan) e 1877.
Ar skannañ a zo bet deskrivet gant Constantin Senlecq (Gall) e 1879 en ur "télectroscope" gant ur holldreser (pantograf) a-dreñv d' ur skramm treuzwelus. .

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]