Teknik

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask


32px-Labour zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


Un hentenn evit ober traou eo an teknik (diwar ar gresianeg Τεκνη). Talvezout a ra evit ar gouestoni a weler gant ar vicherourien oc'h ober labourioù-dorn, met ivez gant an hentennoù hag an doareoù-ober a vez kavet hag astennet gant an ijinerien.
An teknik (dre astenn) a zo bet pouezus-tre e istor an Den p'en deus e lakaet d'ober araokadennoù evit bevañ gwelloc'h. Pep pobl he deus diorroet he zeknikoù dezhi hec'h-unan. Pleustret e vez gant an teknikoù evit an oberezhioù-mañ :

  • Fardañ
  • Delc'her e-ratre
  • Mererezh
  • Adaozañ

Graet e vez teknologiezh eus un hollad teknikoù a gaver en un dachenn greantel nevez. An dachenn-se a c'hell diorren ha kreskiñ e-pad bloavezhioù ha bloavezhioù.