Mont d’an endalc’had

Teknologiezh

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Daou ster a c'heller intent en termen teknologiezh.

  • Evel an henc'hresianeg τέχνη tékhnē, "arz", "micher" ha -λογία -logía "studi", "gouiziegezh", eleze studi an teknikoù. En unander eo ar ger.
  • El liester evel un hollad a deknikoù hag a hentennoù a c'hell bezañ implijet evit obererezhioù greantel. Met n'eo ket kevatal d'an teknik. Da skouer :
    • un teknik eo an enaouerezh e keflusker ar c'hirri-tan pa'z eo un doare-ober teknikel eeun a-walc'h ;
    • ar c'heflusker e-unan, a zo bet ijinet diwar un deknologiezh diorroet e-pad 150 vloaz. Kemmoù zo bet, hag ouzhpenn ar c'hirri-tan ez eus obererezhioù arbennik evit ober war-dro pe ginnig barregezhioù : farderien kirri-tan, hentoù ha gourhentoù, karrdioù, parklec'hioù hag all. Evit sevel ar re-se ez eus ezhomm eus un hollad a deknologiezhioù.