Feskenn

Eus Wikipedia
Lec'hiadur ar feskennoù

Ar feskennoù (pe ar feskinier, pe an divfeskenn), pe peñsoù, pe ar c'hlunioù (pe an divglun) eo al lodenn fonnusañ eus revr an dud.

Kig[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Komzet e vez eus feskenn un ejen ivez pa gomzer eus boued.


Feskennoù an dud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar gluteus maximus a zo unan eus kigennoù ar feskennoù.

Teir c'higenn gluteus dreist-holl a zo ouzh o ober: ar gluteus bras, ar gluteus krenn, hag ar gluteus bihan. Gante o-zeir eo e c'haller sevel ar c'haol ha treiñ ar vorzhed.

Gerioù deveret[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ur feskennad, a zo un taol, pe taolioù, war ar feskinier. Peñsad, revrad, revriad, tersad, zo heñvelster.
  • Feskennata (evel peñsata, tersata) zo skeiñ war ar feskinier. An ober-se, e-barzh an desevel bugale, zo deuet da vout diamzeriet. E-barzh revelezh tud zo avat n'eo ket.
  • Un den feskennek, a zo tersek, peñsek.

Gerioù heñvelster[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Divfeskenn ur vaouez.

Sede un nebeud gerioù all a reer ganto e-lec'h lavarout feskennoù:

  • peñsoù
  • tersoù
  • divglun, eus ar ger klun, nebeud anavezet nemet e Bro-Wened;
  • pastelloù
  • moñselloù
  • leternioù

Arz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Awenet eobet an arzourien gant feskennoù brav.

Pennadoù kar a dost pe a bell[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Heñvelson[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ur feskenn zo ivez ur feskad, pe ur feskennad, pe un teskad, ur guchenn, ur malan, er bomm ur feskenn blouz.
  • Komzet e vo ivez eus ur feskenn bannieloù.
  • Feskennoù ul levr zo ur strollad (pe strobad) pajennoù, pe kaieroù.