Louis Le Pensec

Eus Wikipedia

Louis Le Pensec, “Loeiz ar Peñseg” e brezhoneg [1] [2] , ganet d'an 8 a viz Genver 1937 e Mellag (Penn-ar-Bed) ha marvet d'an 10 a viz Genver 2024 e Kemperle[3], a zo ur politikour eus Breizh. Ezel e oa eus ar Strollad Sokialour Gall. Ministr e gouarnamantoù Pariz eo bet meur a wech etre 1981 (Ministr ar Mor dindan François Mitterrand) ha 1998. Maer Mellag eo bet e-pad bloavezhioù, eus 1971 da 1997, kuzulier kanton Kemperle eus 1971 da 1997, kannad pastell-vro Kemperle eus 1973 da 1997, ha senedour etre 1998 ha 2008. Brezhoneger e oa, desket ar yezh gantañ dre soubidigezh[4].

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]