Ardivink

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.

Un ardivink a zo ur mekanik ijinet, meur a elfenn enni, evit lakaat ur c'hementad energiezh da seveniñ ez-automatek tammoù kefridioù (labourioù) a blij da dud da gaout evit bastañ d'o ezhommoù. Fardet e vez an ardivink gant unan pe vuioc'h gwikefre ha ne c'hell ket mont en-dro hep ur c'hontrol bennak gant an dud karget ober war-dro produadur ar pezh a zo gortozet.

Un heuliad oberiadurioù a vez sevenet gant an ardivinkoù, an darn vuiañ ez-automatek. An tredan en deus degaset kalz a gallustedoù d'an ardivinkouriezh ken evit pourchas an energiezh hag evit e zegas e prantadoù resis e-korf an oberiadurioù. Diorren an elektronik a zo bet ur bazenn vrasoc'h all e-doug hanterenn zivezhañ an XXvet kantved p'eo bet posubl fardañ gwikefreoù bihannoc'h-bihannañ ha gouest seveniñ programoù urzhiataerel. An urzhiataerezhioù a zo ur skouer splann eus an ardivinkoù galloudus e c'hell ijinañ an Den. Hep an ardivinkoù ne c'hellfe ket mui an dud bevañ en doare m'o deus hiziv.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù