Energiezh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

An energiezh eo perzh ur sistem barrek da bourchas labour, da zalc'h ur finv pe da broduan gouloù, gwrezverk pe tredan da skouer. Ur c'hementad fizikel eo hag arouez a ra stad ur sistem. En un doare hollek en em vir an energiezh e-pad un treuzfurmadur bennak. Unanenn an energiezh a zo ar Joule (unanenn ar sistem etrevroadel) met implijet e vez alies ar c'hWe (Kilowatt/eur).

Ar ger energiezh a zo ivez implijet e danvezioù teknologel, ekonomikel hag ekologel evit arouezian an danvez-madoù energiel, o implijout, o diorroen, o divigans hag o efedou ekologel. An danvez-madoù pennañ a zo energiezhioù fosil (gas naturel, glaou, eoul-maen), energiezhioù dour-tredaniel, energiezhioù an avel, an nukleel, an heol hag tommder an douar.

Diwar studiañ ar sistemoù mekanikel rik ez eur deuet da ziforc’hañ div furm energiezh : an energiezh sinetikel hag an energiezh potañsial. Da skouer, gwrezverk a zo spisaet diwar energiezh tizh an atom hag ar molekulenn, pe c'hoazh energiezh tredaniel diwar energiezh potañsial aozadur electonnek ar materi (sacherezh kreñv ha gwan, elektromagnetikel, gravitadur).