Avel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Avel, tacuinum sanitatis casanatensis (XIV vet kantved)
Doue an avel e mojennoù Japan.

An avel zo un anv a roer d'an aer pa vez o fiñval.

Ar pevar avel[kemmañ]

Kustum oar da gomz eus ar "pevar avel" e brezhoneg, da lavarout eo pevar roud avel (eus pelec'h e teuont), evit ober anv eus an hanternoz, ar c'hreisteiz, ar c'huzh-heol hag ar sav-heol. E gwirionez ez eus muioc'h a roudoù-avel, un droienn implijet da lavarout eus pelec'h e teu an avel (eus pelc'h emañ toull an avel a vezlavaret ivez) ar peurliesañ en ul lec'h bennak.

Hervez ar broioù ez eus muioc'h pe nebeutoc'h a roudoù avel, hag anvioù lec'hel d'an holl avelioù-se.

Sellit ivez ouzh ar pennad Pevar avel.

An Avelioù[kemmañ]

An Avelioù e Hellaz kozh[kemmañ]

E mojennoù Hellaz e veze anv eus an Anemoi.

Pevar avel all a oa gant tud Aten, o doa savet un templ eizhkornek ma oa lakaet e pep korn skeudenn an eizh avel.

An Avelioù e Roma gozh[kemmañ]

E mojennoù Roma e veze anv eus ar «Ventus Venti» , an Avelioù. Evit an avelioù ordinal a oa pevar anezho :

Anvioù avelioù e broioù all[kemmañ]

  • Gwelet avelioù lec'h
    • Chinook
    • C'hamsin
    • Foehn
    • Mistral
    • Simoun
    • Tramontana

Liammoù[kemmañ]